Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Ebrel
263
ar verc'h eurus juliana

nomp e natur, abalamour d’imp da c’hellout mont, goude ar vue-man, d’e welet en e sked, ha nan hepken en e skeud, tâl ouz tâl, evel m’eman.

Doue, en eur groui ac’hanomp, en deus krouet ac’hanomp gant kement a garante, m’en deus grêt ac’hanomp n’eo ket tud hepken, mes doueed, bugale d’ezan :

Biken n’hon dije gortozet kemend-all eus e beurz ;

Biken n’hon dije goulennet kemend-all digantan ;

Ha panevet en deus komzet, biken n’hon dije kredet kemend-all.

Ha p’eman an treo evelse, petra c’hell magan an natur Doue a dle bezan ennomp ?

— Al lez ar muian livriz hag ar mel an teneran ne vagfont biken nemet an natur aneval.

— An treo gwiran, kaeran ha gwellan a c’hell diwan en hon ene, ne vagfont biken nemet hon natur speredek.

— An natur Doue a zo ennomp. Doue e-unan a c’hell he magan ; n’eus nemetan !




Eizvet devez a viz Ebrel


An den eürus Loeiz-Mari Grignion a Vonfort
Beleg (1673-1716)



Loeiz-Mari Grignion a c’hanas en Montfort, eur gêrig vihan eus eskopti Sant-Malo, d’an 31 a viz genver 1673. E dud, daoust ma n’o devoa ket kalz a beadra, a c’hellas e gas da Roazon d’ar skol gant Tadou Kompagnunez Jezuz, hag ac’hane, o vezan m’en devoa c’hoant bras da vont da veleg, ec’h eas da gloerdi Sant-Sulpis, da Bariz, da genderc’hel e studi.

D’ar 5 a vezeven 1700, e oe beleget. Tremen a reas abarde an de-ze ha darn eus an noz dirak ar zakramant, o c’hortoz, gant mall ha gant doujanz, an heur da lavaret e oferen gentan.

Arôk bezan beleg, en devoa diskouezet, meur a wech, kaout c’hoant da vont da brezek ar fe d’ar broiou pell : « Petra reomp-ni aman, a lavare alïes d’e gamaraded, e keit m’eman an eneou o vont da goll, a vilierou, en Indez hag er Japon ? »

Mes Doue e vire evit e vro, rak, siouaz, n’eo ket hepken er broiou pagan zo eneou o vont da goll, er broiou kristen zo ive.