Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
7 Ebrel
ar verc'h eurus juliana

c’hoarvezet en Bolsena a reas d’ezan mont war rôk. Eur beleg a oa eno hag en devoa poan o kredi e c’helle ar bara hag ar gwin trei en korf hag en gwad Jezuz-Krist. Eun devez, d’ar gourreou, ar gwad a redas eus an hosti wenn hag a ruzias al lienen.

Urban IV, a oa neuze en Orvieto, a yeas gant e gardinaled, betek Bolsena, evit gwelet ar burzud. D’an 8 a viz gwengolo, al lizer Transiturus a c’hourc’hemennas ober Gouel Korf-Krist dre an Iliz a-bez. An doktor sant Thomas, karget gant ar pab, a lakas e holl galon hag e holl spered da zevel ofis hag oferen ar gouel-ze ; mes kement a vrezeliou a oa neuze dre ar bed, ma ne oe ket heuilhet gourc’hemen Urban IV dustu na dre holl. Klemant V, er bla 1311, hen embannas en Vienn, evit an eil gwech, dirak rouaned Frans, Bro-Zôz hag Aragon.

Ar pab Yan XXII a c’hourc’hemennas ma vije grêt ar gouel neve, gant eun eizved, ha ma vije douget ar Zakramant en prosesion (1318.)

————


KENTEL


Hon ene ’n eus ezom eus eur vagadurez deut eus an nenv


Kement a vev a c’houlenn magadurez evit chom beo.

Endro d’imp e kavomp eleiz a dreo divue ; treo ha ne finvont nemet pa vezont finvet ; treo ha ne greskont nemet pa vezont berniet. Mes krouadurien beo a zo ive, hag an douar zoken, kouls lavaret, n’eo nemet eun dôl divent hag a zo berade eur bern krouadurien bodet o tibri endro d’ezi : « Debret hag evet, en em grenvaet hag en em laouennaet, » a lavar Doue d’eze, ha bemde e pipont o zamm hag e tapont o lomm, pep-hini o kemer ar pez a zo diouz e zoare.

Ar blanten hag an aneval a azez ouz tol vras ar bed hag a gemer diwarni evit stumman, harpan, miret ha kreski o c’horfou, ar pez a zo diouz o doare : an dra-ze eo ar gommunion evite.

An den, roue ar grouadurien, ne ra ket dishenvel diouz ar grouadurien veo a zo dindannan. Aneval, dre eun darn anezan, e stumm, e harp, e vir hag e kresk e gorf, dre ar vagadurez a gemer en korf e vamm, er parkeier, en kig al loened danv ha goue a gav war e hent, hag a zo krouet abalamour d’ezan. Ha seul-vui e kommuni evel m’eo dleet, na re, na re nebeut, gant an treo boedek a zo endro d’ezan, ha seul yac’hoc’h ha seul krenvoc’h eo en e gorf, seul anevaloc’h, kouls lavaret !

Krouadur distag diouz an douar ha diouz ar maro, dre o ene speredek, an den a vag an darn-all-ze anezan o rei d’ezi treo gwir, treo kaer, treo mat, ha seul-vui e kemer an treo-ze, seul-vui e kommuni gante, ha seul lemmoc’h eo e spered, seul glanoc’h eo e galon, seul denoc’h eo !

Ma ne vije bet an den nemet eun den, ha netra ken, ne vije ket ezom magadurez-all ebet ouspen. Mes Doue, en eur groui ac’hanomp, en deus hon c’hrouet gant kement a garante, m’en deus silet en-