- III. Sant Visant laket etouez ar Zent
Prest goude maro an abostol bras, an duk Yan V a bedas ar pab Martin V da rei urz da zastum testeniou e zantelez. An duk Fransez I a reas ive peden e dad ; an duk Per II a oe selaouet erfin gant Nikolas V, a hanvas, dre lizer skrivet an 18 a viz here 1451, tri gardinal d’ober eun enklask war « vue ha miraklou » an ôtrou Visant. En Breiz hepken, e oe dastumet testeniou ouspen tri-c’hant den. D’an 29 a vezeven 1455, de ouel Per ha Pol, ar pab Kalixt III a embannas e zantelez d’ar bed holl. D’ar 5 a viz ebrel 1456, e oe grêt en Gwened ar gouel kentan en enor da zant Visant. Evit herzel ouz an dispignou a oe gantan, pep tiegez breizad a roas laouen pemp diner.
Ne oa ket bet gwelet biskoaz, ha n’eus ket bet gwelet abaoue, netra ken kaer en hon bro. Arc’heskob Avignon, ar c’hardinal Alan a Goativi [1], eur Breizad ginidik eus Bro-Leon, a deuas d’ober ar gouel, en hano ar pab. Pempzek eskob, eiz eus Breiz ha seiz a-ziavêz bro, a oa endro d’ezan. Goude bezan kanet an oferen, e reas tro kêr en prosesion. Duk ha dukez Breiz a deue d’e heul gant holl brinsed hag ôtrone vras an dukach, hag ouspen kant hanter-kant mil den.
« Bue an den a zo eul levr, ken alïes a loden ennan hag a vla, ken alïes a bennad hag a viz. El levr-ze zo pajennou gwenn ha pajennou du : ar pajennou gwenn eo an deveziou, ar pajennou du eo an nozveziou. Du pe wenn, ar bajen gentan eo an hini eo merket warnezi ginivelez pep-hini ac’hanomp. Al levr en e bez a zo brasoc’h eget ar Skritur-Zakr ha n’eo ket souez, kemend-all a vlaveziou, a viziou, a zunveziou, a zeveziou, a heuriou a zo en hon bue. Ar bluen a skriv al levr-ze pen-da-ben eo bolonte libr an den [2]. »
Da ze ar varn, pep-hini ac’hanomp a vezo digoret e levr, ha barnet e vezo dioutan : netra ne chomo nag er pajennou gwennan, nag er pajennou duan, hep bezan gwelet mat gant daoulagad lemm an Otrou Doue ; rak-se ’ta :
Tôlomp evez, ha de ha noz,
Ma fell d’imp mont d’ar barados !