Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
5 Ebrel
sant visant ferrier

de la Motte, a yeas d’arben hent d’ezan eun hanter-leo diouz kêr hag e teuas d’o heul pignet war e azenez. Elec’h ober e zisken en kastel ar Vouden, kempennet evitan gant an duk, ec’h eas da lojan da di Robin er Scarb. An de war-lerc’h en em lakas d’ober e labour, war leur-gêr, elec’h ma oa savet eur chapel goat. Eno e kanas an oferen, ha goude e prezegas dirak eur mor a dud, duk ha dukez Breiz an tostan d’ezan ; evelse e reas bemde, epad ar pevar devez warn-ugent a dremenas en Gwened.

Da Veurz-Fask, 29 a viz meurz 1418, Visant a yeas da Dheix hag a valeas warzu Redon. D’an 20, 21, 22 a viz ebrel, ha d’an 2, 3 ha 4 a viz mae 1418, her c’havomp en Roazon. Ac’hane ec’h eas betek Kaen, pedet gant Herri V, roue Bro-Zôz, da vont da brezek en Normandi. Ober a reas buhan e dro, rak, en mezeven, her c’havomp en Dol, en Sant-Malo hag en Dinan.

Ac’hane e teu, hed-a-hed ar mor, warzu Lok-Maze penn-ar-bed ; prezek a ra en Jugon, Lambal, Monkontour, Sant-Brieg, Kintin, Kastelaudren, Gwengamp, ar Roc’h-Derrien, Landreger, Lanhuon, Montroulez, Kastel-Pol ha Lesneven.

Goude-ze ec’h ouzer e prezegas en Rostren hag en Keraës ; en Kemper, en Pont-’n-Abad, en Konk-Kerne, en Kemperle, en Hennbont, en Gemene, en Pontivi, er Chez, en Dreinded-Porhoët, en Joselin hag en Ploërmel.

Eus Ploërmel e valeas warzu an Naoned. E dud o welet e tec’he e nerz digantan, a grogas aon enne na varvje a-bell bro hag a alias anezan da zizrei d’ar Spagn. Ar zant a bignas d’abarde war e azenez, a valeas epad an noz gant e zervijerien ; mes da c’houlou-de en em gavas el lec’h an evoa kuitaet gante. O welet kement-se, e lavaras d’e dud ne bellaje ket ken diouz Breiz. Dizrei a reas da Wened ; eno e krogas eun derzien vras ennan ; dukez Breiz, epad e glenved, a reas war e dro gant kement a breder ha ma vije bet ar c’hlanvour roue Frans, he zad, pe duk Breiz, he fried.

Tremen a reas d’ar merc’her, 5 a viz ebrel 1419, en e eil bla ha tri-ugent. Pa roas kleier Gwened e varo da anaout d’ar bobl, Breiz a-bez a zougas e ganvou.

Sebeliet e oe en iliz-veur, d’ar zadorn war-lerc’h.