Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
6 Ebrel
sant selestin
C’houec’hvet devez a viz Ebrel
SANT SELESTIN
Pab (422-432)
elestin a oe hanvet da bignal war Gador sant Per, war-lerc’h sant Bonifas.
Ar manac’h breizad Morvan a lavare e oa barrek awalc’h an den, drezan e-unan, d’ober e zilvidigez. « Nan, a respontas d’ezan sant Augustin ; ezom en deus eus gras an Otrou Doue. » — « Gwir awalc’h eo, a lavare beleien kreiste Bro-C’hall, an den en deus ezom eus gras an Otrou Doue, mes he gonid a c’hell dre e oberou e-unan. » Selestin a welas raktal fazi ar veleien-ze, hag a gasas d’o eskibien eul lizer da c’hourc’hemen d’eze studian gwelloc’h skridou sant Augustin, gant aon da gomz treuz diwar-benn ar c’hras.
Kas a reas ive sant Jermen, eskob Auxer, ha sant