Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Ebrel
249
sant koneri


Trede devez a viz Ebrel


SANT KONERI
Ermit (VIet kantved)


Sant Goneri
Sant Goneri


Koneri, ginidik eus Breiz-Veur, a ziskennas en Bro-Arvor en hevelep koulziou gant Tual, mar ne oa ket, zoken, diskennet el lestr gantan. Douaran a reas war ôchou an hanter-noz, mes ne bozas ket eno. Kerzet a reas, a-dreuz d’an Argoad goloet neuze a goajou don, ’c’han ma tigouezas, trezek ar c’hreiste, en eul lec’h goue hanvet Brenguili. Eno e savas e beniti hag en em lakas da ren eur vue a beden, a labour hag a binijen.

E gorf santel a gastize,
War an douar noaz e kouske,
N’oa nemet bara ha dour yen,
Kement ha bevan, netra ken[1].

E-unan a grede d’ezan bezan eno, ha ne oa ket. Ar c’horn douar-ze a oa pleustret gant eur bagad paganed o devoa kuitaet an ôd evit tec’hel arôk ar gouezidi laeron-vor. O mestr, eun den ter ha didrue, e hano Alvandus, a ’n em gavas, eun de, da dremen dirak peniti Koneri. He-

  1. Gwerz koz sant Koneri.