Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
2 Ebrel
sant fransez a bola

dina, a ’n em erbedas outan, hag e oe roët d’ezi he goulenn. Evit diskouez he anaoudegez vat ha hini he zud, e labouras evit sevel an den santel war an ôteriou ; ar pez ne zaleas ket d’en em gaout, rak, d’ar 7 a viz gouere 1513, Leon X hel lake war roll an dud eürus, ha d’an de kentan a viz maë 1519, hen grê sant.

————


KENTEL


Ar Binijen


« Gret pinijen ! » a lavare alïes Hon Zalver Jezuz-Krist ; hag ar pez a c’hourc’hemenne d’ar re-all a rê e-unan.

I — Pec’hi reomp hep ehan ; niver hon fec’hejou, abaoue ’c’h omp war an douar, a zo divent henvel eo ouz eur bec’h ponner a lak ac’hanomp da blegan warzu an douar. Ar fe a lavar d’imp e vefomp kastizet diouz an droug hon devo grêt ; karomp eta ar binijen ; seul-vui en em gastizfomp er bed-man ha seul nebeutoc’h e vefomp kastizet er bed-all.

II. — Ar c’horf eo al loen a dle dougen an ene betek porz an nenv. Red eo goût dioutan : p’hen mager re fall, ne vale ket ; p’hen mager re vat, e teu da vezan direiz ; stlepel a ra e varc’heg er fank. Ma fell d’imp en em viret diouz ar pec’hed, kastizomp ha danvaomp hon c’horf.

III. — Ar binijen a zo ken red breman ha m’eo bet biskoaz, ha koulskoude, an ïliz a zistenn he lezennou ; ar c’hoareiz n’eo mui nemet ar skeud eus ar pez m’eo bet ; ar zadorn a zo eun devez kig, ar pez ne oa ket gwechall. Perak an dra-ze ?

Abalamour, siouaz, gant fe an dud, o c’horf a zo deut ive da zemplât. Hogen, an Iliz a zo eur vamm vat hag a fell d’ezi, dreist pep tra, salvi he bugale. ’N em ober a ra eta diouz o ment hag o nerz evit o c’has bepred, muian m’hallo, d’ar baradoz.