Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 Ebrel
247
sant fransez a bola

Ouspen unan a lakas da zevel eus a varo da veo, hag anaout a rê an amzer da zont. Ha c’hoaz n’eo ket ar pez a rê a zoueze ar muian, mes ar pez ma oa : ne oa ket anat en dije eur c’horf ; lavaret a vije, kentoc’h, eur spered hepken.

Dougen a rê eur gouriz-reun ; kousket a rê war ar c’halet ; ne zebre nemet eur pred bemde, goude kuz-heol ; bale rê diarc’hen, dre an trêz bero, dre ar reier garo, dre an drez hag ar spern, dre an hentchou lous, hag e dreid ne vezent na poac’het, na troc’het, na toullet, na louzet. Doue en devoa roët urz d’e êle d’e viret dre mac’h ee. Pa oad o sevel e vanati, e touge mein, e kroge er c’hoad, e laboure dalc’h-mat, ha koulskoude, e zaouarn a chome ken gwenn ha re eun den ne ve kammed dindan an amzer ha ne ra nemet lenn ha skrivan. Ar zaë a zouge a chome warnan noz-de, ha daoust d’ar c’houezen diouz e gorf, elec’h c’houez an trenk, c’houez vat eo a oa gantan. Daoust pegement en em gastize, e dâl a veze bepred seder ha laouen.

Henvel a oa, a lavare unan eus e amzer, ouz eun Doue marvel, a zent an holl grouadurien outan. Seul-vui oa kalet outan e-unan, ha seul-vui oa tener ouz ar re a oa dindannan. P’en deveze da glemm ouz unan bennak, e ouie lakat da gordan an drugare hag ar justis. E-unan e kempenne hag e penselie dilhad e venec’h ; daoust pegen mat arru oa gant an Otrou Doue, ne oa tamm lorc’hus ebet anezan.

Loeiz XI, roue Frans, o vezan kouezet klanv, goude bezan galvet war e dro brasan medisined e amzer, o welet ne wellae ket, a reas gervel manac’h ar C’halabr da zont d’e gaout. An den santel n’en em lakas en hent nemet war gourc’hemenn ar pab. An digemer kaeran a oufed d’ober a oe grêt d’ezan en Tour, d’ar 24 a viz ebrel 1482. Ar roue, daoust d’ar c’hoant en devoa da barean, ne bareas ket ; mervel a reas, avat, laouen, etre divrec’h ar zant, goude bezan bet e holl zakramanchou, d’ar 4 a viz est 1483. Arôk mervel, en devoa gourc’hemennet d’ezan lakat evez gant e vugale. Hen eo a reas da Anna, dukez Breiz, dimezi da Charlez VIII, mab henan Loeiz XI, ar pez a anunas, da viken, Breiz hag ar Frans. Hen ive a hanvas mab henan an daou bried yaouank. Mervel a reas en Tour, da ze Gwener ar Groaz 1507, gant e unnekvet blavez ha pevar-ugent. E gorf a chomas unnek devez arôk bezan sebeliet. Eleiz a viraklou a c’hoarvezas war e ve. Ter zun goude maro Fransez, Anna Breiz, gwall glanv he fenherez, Glau-