Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
2 Ebrel
sant fransez a bola


Eilvet devez a viz Ebrel


Sant Fransez a Bola
1416 - 1507



Fransez a c’hanas en Pola, eur gêr vihan eus ar C’halabr, en Itali. E dud, dimezet pell a oa, ha chomet hep bugale, a bedas sant Fransez Asiz, hag a reas le, ma o dije eur mab, da rei d’ezan e hano.

Ouspen o le, e rent eleiz a aluzennou hag a binijennou. Doue a deuas hag a roas d’eze o goulenn. Evelse, Fransez a Bola, evel Isaak, Samson, Samuel ha Yan-Vadezour, a oa anat, diouz e c’hinivelez, e oa digaset gant Doue war an douar, gant eul labour kaer bennak da gas da benn.

Adalek e vugaleach, e tiskouezas ar pez e tlee bezan divezatoc’h. Karet a rê kastizan e gorf. Dal ma veze savet, e weled anezan o redek d’an iliz, elec’h ma chome deveziou a-bez, o komz hag o c’hoari gant an Otrou Doue. Da bevarzek vla, Fransez a gwitaas e dud, gant o ôtre, hag a yeas d’en em guzet en eun toull goue, pell diouz trouz ar bed. Eno, e holl breder a oa gant Doue.

Tud a deuas da c’houlenn bevan dindannan, ha da naontek vla (1435), Fransez a zavas eun Urz relijius a zo bet ôtreet gant an Iliz divezatoc’h. Nag hen nag e venec’h ne gemerent gwech ebet na kig, nag uou, na lêz, nag amann ; yun a rent epad ar bla. C’hoant o devoa da enebi ouz ar gristenien-ze a veze bepred o klemm, abalamour ma oa re striz ar c’hoareiz.

En Pola, e lakas sevel e vanati kentan, ec’h eas d’ober anezan ken lïes a vurzud hag a ven. Eur mirakl hag a bad bepred eo an hini a reas o lakat eun eienen da zevel eus kleuz eur garreg, ne weler faout ebet enni d’an dour da darzan, hag a zo ken krenv ma n’eo ket bet gwelet biskoaz o vont da hesk. Da ze gousperou kentan ar zant, e ve bep bla eleiz a dud klanv o c’hedal o yec’hed diouz dour burzudus ar feunteun-ze, ha meur a hini her c’hav.

Diniver oa ar miraklou a rê Fransez war ar glanvourien a deue d’e gaout ; dont a rent, n’eo ket a hiniennou, mes a gantchou, evel ma vije bet an êl Raphaël diskennet eus an nenv :

Dont a reer en eur ouelan,
Dizrei ’ reer en eur ganan.