Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Ebrel
245
sant hug

ret kement sevel. Mervel a reas d’an de kentan a viz ebrel 1132, d’ar gwener arôk Sul-Bleuniou ; e gorf a chomas war ar varv-skaon betek ar meurz war-lerc’h. Sebeliet e oe en iliz an Itron-Varia, en Grenobl, ha Doue a vrudas e ve dre eleiz a viraklou.

Ar pab Innosant II e lakas war roll ar zent, d’an 22 a viz ebrel 1134, daou vla hepken goude e varo.

————


KENTEL


Ar Peuc’h


Eun dra hag a zo gwir, ha gwiroc’h marteze, en amzer vreman eget biskoaz, eo o deus poan an dud o ’n em glevet, o ’n em ober, o ’n em gochan. Ne glever ken, a bep tu, nemet trouz etre priejou, etre kerent, etre amezeien !

Perak an dra-ze ?

Pep-hini a zo dallet gant ar garante re vras en deus evitan e-unan : gwelet a ra mankou ar re-all, ne wel ket e re e-unan ; gwelet a ra eürusted ar re-all, ne wel ket e hini e-unan ; gwelet a ra e boaniou e-unan, ne wel ket poaniou ar re-all ; gwelet a ra ar blouzen en lagad an nesan, ne wel ket an treust en e hini.

Eun devez, epad Gouel an Teltou, Jezuz a oa en Jeruzalem hag ar Pharizianed a zigasas dirakan eur wreg-dimezet, o devoa tapet oc’h ober an droug gant unan ha ne oa ket he fried. Lavaret a rejont da Jezuz : « Otrou, ar wreg-man he deus pec’het ; Moyzez a lavar lazan a dôliou mein ar re a ra an droug he deus grêt, ha c’houi, petra lavaret ? »

Jezuz-Krist a welas e oant o klask touelli anezan. Plegan a reas ha skrivan war an douar gant e viz. Hag ar Judevien a c’houlennas eun eil gwech. Jezuz a zavas en e zav : « Mat, emezan, an hini ac’hanoc’h a zo didamall, n’en deus nemet stlap ganti ar men kentan. » Hag e soublas hag e skrivas adarre war an douar, hag ar Judevien, o welet ar pez a skrive, a yee kuit, an eil goude egile.

Herve ma lavar Tadou an Iliz, o fec’hejou eo a skrive war an trêz, hag ec’h eent kuit o welet e oant o-unan ken kablus hag an hini a damallent.

Ni ive, arôk en em glemm eus ar re-all, a dlefe diskenn en hon c’halon ha gwelet ha talvezout a reomp gwelloc’h.

Ma karfemp en em anaout hon unan, e vefemp trugarezus en kenver hon nesan, ne vefemp ket dalc’h-mat o kaout abeg ennan hag o vroudan anezan.

Ma roomp d’ar re a ve war hon zro, nebeut a dra da c’houzanv, i, eus o zu, a deuio hag a raio kement a vezo en o galloud evit ober plijadur d’imp ; ma faziomp eun dro bennak, e vefomp pardonet buhan ; n’eo ket estimet hepken e vefomp, mes karet, ar pez a zo gwell.

Strisat al lezennou evidomp hon unan, hag o lôskât evit ar re-all, eo an doare gwellan d’en em gemer evit bevan en peuc’h en hon ziegez, en peuc’h en hon farouz, en peuc’h en hon bro, da c’hortoz bezan en peuc’h er baradoz.