Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
1 Ebrel
sant hug

oant ar seiz stereden en devoa gwelet en e hunvre hag e kasas aneze d’ar Chartreuz, elec’h ma savjont (1086) ar manati kaer a zo c’hoaz en e zav.

Brasan plijadur an eskob santel oa mont di, beb an amzer, da dremen eun nebeut deveziou. En em stagan rê kement ouz ar manati-ze ma renke a-wechou sant Bruno lavaret d’ezan : « Et da gaout ho tenved ; ezom o deus ac’hanoc’h ; roët d’eze ar pez o deus gwir da gaout diganac’h. »

Hag an eskob mat a zente ouz Bruno, evel ouz e vestr, ha p’en deveze tremenet eur pennad-all etouez e bobl, e teue d’en em grenvât adarre er beden hag er sioulder.

En e balez, Hug a rene eur vue ken striz hag an hini a rene er Chartreuz. Prezek a rê alïes, ha ne glaske ken en e gomzou nemet silvidigez an eneou. Pa ziskenne eus ar gador-zarmon, ec’h ee war eûn d’ar gador-govez, hag eno e ouele kement o klevet ar pec’hejou a veze anzavet outan, ma veze glebiet e zilhad gant e zaerou, ar pez a denerae ar bec’herien kaledetan.

Kement e kastize e zaoulagad, ma c’heller lavaret e oe eskob en Grenobl epad daou vla ha hanter-kant, hag a-vec’h mac’h anaveze eur wreg en e eskopti, diouz he gwelet : « Anez kastizan an daoulagad, emezan, n’ouzon ket penôs e c’heller padout da gaout eur spered glan, rak dreze, evel a lavar Jeremias, eo e ra ar maro e hent evit mont betek ar galon. »

An dud ezommek oa e vugale, ha rei a rê d’eze treo hag an ije ezom e-unan. En eur blavez kernez, e werzas e walen hag e galur aour evit gallout ober muioc’h a aluzen da beorien Grenobl.

Unan eus an oberou a drugare en em blije ar muian oc’h ober, oa lakat ar peuc’h etre an enebourien. Ne zelle nag ouz renk, nag ouz danve, nag ouz anaoudegez : ne zelle nemet ouz al lealded. Biskoaz ne zigemeras netra digant hini ebet eus ar re e glaske da varn o aferiou, rak ar goprou, emezan, a zall daoulagad ar barner.

Gant ober d’ar gristenien tostât alïes ouz sakramant ar binijen hag ouz sakramant an ôter, e lakas ar relijion da vleunian en e eskopti.

Er bla 1123, sant Bernard a deuas da C’hrenobl hag a welas sant Hug ; adalek neuze e oent daou vignon eus ar re vrasan.

Hug eo a lakas sevel, dre skrid, ar gourc’hemennou en devoa roët Bruno, dre gomz, d’e venec’h, hag en doa-re-ze, e pourveas amzer da zont ar manati en devoa sikou-