Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Hug


Kentan devez a viz Ebrel


SANT HUG
Eskob Grenobl (1053-1132)



Hug a deuas er bed en Kastel-Neve Iser, diou leo diouz Valans, er bla 1053. Ober a reas e studi gant enor en Valans, da gentan, hag en Pariz goude. Eskob Valans, oc’h anaout e dalvoudegez, e hanvas da chaloni eus e iliz-veur, ha da varo eskob Grenobl (1080), daoust ma n’en devoa nemet seiz vla warn-ugent, e oe kavet mat da gemer e blas. Gregor VII, e-unan, e zakras eskob.

Digoueet en e eskopti, Hug a gavas dre-oll ar freuz hag an dismantr. E veleien a oa hep santelez ; e gristenien, hep anaoudegez eus ar pez a zo red da gredi ha d’ober evit bezan salvet. An droug-ze a oa deut dre m’o devoa tudjentil vras ar vro laket o c’hraban war an Iliz, ha ma werzent ar c’hargou enni d’ar re a lake ar muian enne.

Goude bezan labouret epad daou vla, o welet ne wellae netra endro d’ezan, e kollas kalon hag en em dennas en eur manati eus a Urz sant Beneat. Pa glevas Gregor VII ar pez en devoa grêt, e roas urz d’ezan da zizrei raktal d’e eskopti. Senti a reas ; eur bla oa bet er-mêz eus e eskopti, mes ar bla retred-ze an evoa kalonekaet ha santelaet anezan.

Tri bla goude, en devoe eun hunvre burzudus. Kaout a rê d’ezan gwelet an Otrou Doue o sevel eun ti d’ezan e-unan, en eul lec’h goue ha distro, ha seiz stereden o tiskouez an hent da vont d’e gaout. Prest goude, e welas seiz den, sant Bruno hag e vignoned, o tont davetan da c’houlenn eur plas da zevel eur manati. Hug a anavezas e