Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Miz Ebrel


————


Pask hag Amzer Bask [1]


————


Pevar mil bla oa, e oa ar bed azezet en e bec’hed, hag e oa ar Maro, freuz ar pec’hed, roue warnan.

Pevar mil bla oa e oa ar bed o c’hedal ma vije tennet diouz e bec’hed ha ma vije trec’het ar Maro, setu c’hoarvezet ar burzudou keit gortozet, dre c’halloud ha madelez Jezuz-Krist o sevel a varo da veo.

An devez-man, Sul-Fask, a droc’h eta istor ar bed en daou hanter hag a zigor eur rann neve. N’eus devez ebet par d’ezan nemet devez kentan ar bed, ma oe krouet ar sklerijen. Gant se, holl oueliou ar bla, evel holl amzer ar Grouadelez, a zo war c’hed anezan, a dro endro d’ezan : pep-hini aneze eo merket e goulz d’ezan diwar Zul-Fask.

Devez an daspren, ar sklerijen, ar viktor hag al levenez, Sul-Fask an eus gonezet evit ar zul bezan ive devez an diskuiz.

Devez diskuiz ar Judevien, ar zadorn, a zo bet barnet da gouezan, kouls hag al lezen goz, adalek ma paras Sul-Fask. Jezuz-Krist a dremenas ar zadorn etre daouarn ar maro, en diskuiz ar be, mes ar zul e torras e chadennou hag e skuilhas evelse gened, levenez, santelez da viken war gement sul a darzje, a hed an amzer, betek sul an eternite.

Sul-Fask a zo ar gwir skeuden eus ar baradoz, pa vefomp holl, evel Jezuz-Krist, savet a varo da veo hag o kommunian gantan da holl viken. Dre ze, an Iliz he deus gourc’hemennet d’ar gristenien kommunian, da vihanan, gant goueliou Pask, dindan boan da vezan sellet evel tud nac’het gante o badeziant. Ar c’hristen kastizet e gorf gantan epad ar c’hoareiz, santelaet e ene dre ar binijen hag an oberou mat, a deu, dre ar pask, da vevan eur vue neve, henvel ouz hini ar baradoz.

Amzer Bask a bad seiz sun, eur zunvez sunveziou, klozet dre eur zul, Sul ar Pantekost. Eun amzer eo hag a splann evel an heol, ma klever bemde ha da beb heur kan an Alleluia, ma tôl ar vertuziou o frouez en eneou kristen deut da vezan henvel ouz tachennou marellet gant pep seurt bokedou a c’houez vat.

Amzer Bask a zo, er bed-man, evel eur mene Thabor, eur palez kaer war an uhel, e pigner ennan dre ar binijen, hag e kinnig ennan Doue, d’ar gwir gristenien, eun tanva eus joaiou ar baradoz.

  1. Laket hon deus el levr-man Pasion ha Rezurreksion au Otrou Doue, gouel ar Yaou-Bask ha gouel ar Pantekost. Stagan a dleer da lenn ar Basion, bep bla d’abarde merc’her ar zun zantel. Rak-se ’ta, ma n’en em gav ket ar Zul-Fask d’an 20 a viz Ebrel, al lenner a renko lenn en de-ze, en tri devez arôk hag en daou-ugentvet ha hanter-kantvet devez war-lerc’h, bueziou ar c’houec’h sant a vezo êt o goueliou d’an traou evit rei plas da re Hon Zalver Jezuz-Krist ha da hini ar Spered-Santel.