Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
3 Ebrel
sant koneri

man a oa neuze gant e bedennou ha ne dôlas evez ebet ouz an tremenidi. Ar pagan ac’h eas kement a zroug ennan ma reas da daou eus e dud bac’hata ar zant.

Doue ne zaleas ket da skei, d’e dro, ar re o devoa grêt dismegans d’e zervijer.

Kerkent, pebez tra burzudus !
Stad an daou den a oa spontus,
O fenn war o choug hildroet,
Hag i o-daou mezevennet.

Red e oe d’eze, kouls ha d’o mestr Alvandus, stoui dirak ar zant hag hen pedi d’o farean.

Pareans ar c’horf a dennas, da heul, hini an ene. Alvandus hag e dud a gredas d’ar fe gristen, hag an dijentil a oe gonezet ken mat ma kinnigas da Goneri e vadou hag e di. Mes ar zant a respontas :

Et d’ho ti, me a chom aman ;
Losket am eus ma holl vado
’ Vit bevan paour er-mêz ma bro.

Diwar an heur-ze, ne vije ken klevet tro-dro, ha gant pep-hini, nemet kelou a Goneri : parean a rê klenvejou ar c’horf, sklerijenni an ine gant e brezegennou, karante Doue hag an nesan o virvi enne.

An drouk-spered ne c’hoarze ket ouz e labour. Eun devez ma oa Koneri o lavaret eun oferen-eured war eun ôter-ven, en eul lanneg, an ôter a faoutas, dre ijin fall an diaoul, mes vertu ar zant hen harzas da didamman ha da gouezan.

Badezet an darn-vuian eus ar baganed ha dispennet gantan, war bouez e zivrec’h, eul loden vat a goajou, e kuitaas e beniti, en abeg d’ar re a stad a vije grêt anezan gant an dud. E hano a chômas eno hag a zo hirie hano eur barouz. Dizrei a reas war e giz, trezek an ôd, hag en em gavas gant e vamm, Eliboubana, he devoa grêt ho chomaj en enezennig Loaven. Sevel a reas eur peniti damdost d’ezi hag eno e tremenas ar peurest eus e vue, o santelât, dre e oberou, an douar a dlee bezan, divezatoc’h, parouz Plouvouskan.

Kement a vurzudou a c’hoarvezas war e ve ma oe savet d’ezan eur chapel ha grêt, en e enor, eun ofis hag eur gouel a zo bet staget outan, gant daou bab, induljansou kaer.

Ar chapel, hag a zo c’hoaz en he zav, he deus gwelet alïes sant Erwan o pedi. Enni zo beziet ive, en eur be