Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
25 Meurz
gouel ar c'helou mat

— N’ho pezet aon ebet, Mari ; lakat a refet er bed eur mab, hag e hanvan a refet Jezuz. Hennez a vezo bras, hag e rouantelez a bado da viken.

— Penôs, emezi, e tigouezo an dra-ze ? Ma fried ha me a vev evel breur ha c’hoar.

— Ar Spered-Santel, eme an êl, a ziskenno warnoc’h, ha galloud an hini a zo dreist an holl a baro ’ us d’ac’h. Setu perak an hini a c’hanfet a vezo galvet Mab Doue. Elisabeth, ho kinitervez, daoust d’ezi da vezan war an oad, a zo dougerez c’houec’h miz zo, rak n’eus netra dreist da c’halloud an Otrou Doue.

Mari a respontas da gannad an nenv :

Ecce ancilla Domini ; fiat mihi secundum verbum tuum : Setu aman servijerez an Otrou ; ra vezo grêt herve ho lavar.

An êl a dec’has en uhelder an nenv, ha kerkent an Itron-Varia a deuas da vezan mamm, hep paouez da vezan gwerc’hez.

D’an neve-amzer, ar gwe a zo dudius da welet gant o gwiskadou bleun marellet ; pa deu an diskar-amzer, o frouez alaouret a ro d’eze eur gaerder neve, mes kollet o deus o gened kentan.

Mari, daoust d’ezi da vezan mamm, a viras bleuniou kaer he gwerc’hded, kaeran burzud a welas biskoaz ar bed.

Kement-se a c’hoarvezas en eur gêrig eus ar Galile, hanvet en yez ar vro Nazareth, da lavaret eo, « kêr ar bleuniou. » N’eus kelou ebet eus ar gêrig-ze, nag en Testamant koz, nag en skridou an istorier Jozef, ar pez a ziskouez eo ar Werc’hez Vari an hini he deus roët d’ezi ar vrud he deus breman dre bevar c’horn ar bed.

En amzer-man, Nazareth n’eo nag eur gêr gaer, nag eur gêr vras, mes, daoust da ze, eo unan eus ar c’hêriou muian karet gant ar gristenien. War al lec’h ma lavaras an êl d’ar Werc’hez e oa dibabet evit bezan mamm da Zoue, zo bet savet, dre urz an impalaer Konstantin, eun iliz eus ar goantan, en penn kentan ar pevare kantved.

Laeret ha hanter-ziskaret gant ar Vuzulmaned, war-dro an dekvet kantved, e oe adsavet gant ar groazourien. Diskaret eun eil gwech, er bla 1263, e oe adsavet a neve er bla 1620.

Tadou eus a Urz sant Fransez a deuas er mare-ze da chom da Nazareth, hag i eo o deus bet laket ober ar pez-labour kaer a weler eno breman, hag a zo ennan ter iliz,