— Evit bezan da gentan, eme Jezuz-Krist, eo red en em lakat an divezan ha bezan servijer an hôll.
Hag evit lakat e gelennadurez da vont dônoc’h en o sperejou, e reas d’eur bugel bihan dont d’e gaout, e vriataas anezan gant teneredigez hag ouz e ziskouez d’e Ebestel, e lavaras : « En gwirione, m’hen asur d’ac’h, ma ne deuet ket da vezan henvel ouz ar vugale, ne lakfet ket ho treid en rouantelez an nenv. An neb piou bennak eta a ’n em izella, evel ar bugel-man, hennez a vezo an uhellan en rouantelez an nenv, hag an neb a zigemero eur bugel evel heman, em hano, am digemero.
» An neb a roio skouer fall da unan eus ar vugaligou-ze hag a gred ennon, gwell a vefe e vefe staget eur men-milin ouz e c’houg hag e vefe stlapet er mor [1] ».
Lazan bue ar c’horf en eur c’hrouadur, daoust m’eo unan eus ar pec’hejou gwasan, n’eo netra en kichen lazan bue an ene. Doue a vezo didrue ha ne baouezo da c’houlenn, digant an den a gomz fall hag an den a skouer fall, an eneou o devo lazet. Greomp eur zell war hon bue dremenet, ha diwallomp da jachan malloz Doue warnomp.
n amzer-ze, êl Doue a ziskennas eus barr an nenv, daved eur werc’hez he hano Mari, neve dimezet d’eur c’halvez, e hano Jozef, hag e komzas outi evellen :
— Me ho salud, leun a c’hras, an Otrou Doue zo ganac’h.
Ar werc’hez a oe strafuilhet. El ar c’helou mat a lavaras d’ezi :
- ↑ Aviel sant Mark, IXet pennad