Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
24 Meurz
sant simeon

hag o vezan laket e zivrec’h en kroaz, e lavaras kemer nadoziou da doullan d’ezan e izili, kement ha ken gwaz ma ne vije nemet eur gouli eus ar c’hrouadurig paour, adalek ar penn betek an treid.

Ar verzerenti-ze a badas eun heur, hag evit miret da vezan teneraet o c’halonou gant klemmou ar merzer bihan, ar Judevien a youc’he : « Lazomp heman evel Jezuz, Doue ar gristenien, ha ra vezo en doare-ze diskaret hon enebourien ! »

Erfin, ar paourkez bugel a zavas e zaoulagad etrezek an nenv, evel evit e gemer da dest eus ar poaniou garo a oa grêt d’ezan gouzanv, hag o vezan o diskennet etrezek au douar, e soublas e benn hag e tremenas, da ze Gwener ar Groaz, d’ar 24 a viz meurz eus ar bla 1475.

Goude an torfed, ar c’horf a oe kuzet dindan ar barrikennou, en eur c’hao ; mes ar vugale, o welet kerent Simeon nec’het gantan, a lavaras d’eze mont d’e glask da di ar Judevien. Ar re-man neuze, gant aon da vezan tapet, a stlapas ar c’horf en eur waz a rede en harz o zi-bidi, hag evit ne vije ket tôlet ar brall warne, ec’h ejont da lavaret d’ar barner e kave d’eze e oa eur c’horf-maro en dour, demdost d’o zi.

Mes kaer o devoe dispakan o ijin da guzan o zôl, e oe anavezet ha kastizet o fallagriez, evel m’oa dleet.

Eskob ha beleien Trant a reas dougen relegou Simeon da iliz Sant-Per, hag eleiz a vurzudou a c’hoarvezas war ve ar bugelig-ze en devoa meulet Doue, nan dre e gomzou, mes dre e boaniou.

Ar pab Beneat XIV a skriv ne dleer ket lakat, etouez ar zent, ar vugale a varv goude o badeziant, arôk ma vezont deut da gaout skiant, ha kement-se n’eo ket abalamour n’int ket santel, mes abalamour n’o deus grêt netra o-unan, evit kaout ar zantelez.

Bugaligou zo, koulskoude, ha, goude ne vefent ket badezet, a laker war roll ar zent ; ar vugale a zo bet lazet dre gasoni ouz Jezuz-Krist, evel an Innosanted santel ha sant Simeon, enoret evel merzerien.

————


KENTEL


Jezuz hag ar vugale


Eun devez, Jezuz a rê hent gant e Ebestel, hag o welet e oa nebeut a emgleo etreze, e chomas a-zav hag e c’houlennas oute :

— Petra a lak tabut evelse etrezoc’h ?

— O klask gouzout omp, emeze, piou a vezo da gentan en rouantelez an nenv.