Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
22 Meurz
sant simeon stylit

prezege d’an dud a veze e traou e beul, e paree ar re glanv hag e lake ar peuc’h etre an enebourien. Daoust d’eur vue ken rust, e veze bepred laouen ha karantezus, ha kammed ne wall-responte den ebet. An eskibien hag ar rouaned a c’houlennas kuzul digantan ; santez Jenovefa eus a Bariz a ’n em erbedas outan ; n’eo ket hepken eus ar Spagn hag eus Bro-C’hall, mes zoken betek eus Breiz-Veur ec’h ee tud d’e gaout.

N’oufe den niveri ar bec’herien hag ar baganed konvertiset dre nerz e brezegennou ha skouer e vue garo. Mervel a reas war-dro ar bla 460, oajet a zek vla ha tri-ugent. Tremenet en devoa war e beul tost da zaou-ugent vla. Goude e varo, arc’heskob Antioch ha tri eskob-all a ziskennas ar c’horf d’an traou hag a zougas anezan, gant kalz respet, betek kêr Antioch. Ar c’hanv d’ezan a oe bras dre ar vro a-bez.

————


KENTEL


Pep tra a gomz eus Doue


Ar zant-man n’en deus ket digoret kalz a levriou na bet kalz a vistri war e dro d’e gelenn, ha koulskoude, eo bet eur burzud en e amzer. E holl zeskadurez en devoa tennet eus levr bras ar bed, digoret bemde ken kaer dirak an holl, hag a zo, koulskoude, nebeut awalc’h a dud o c’houzout lenn mat ennan.

War an douar-man, ne welomp ket Doue en e sked, tâl-ouz-tâl, evel m’eman ; en levr ar bed eman e skeud, hag ar skeud-ze, seul-vui e chomer da bleustri warnezan, ha seul welloc’h e teuer da anaout Doue.

Nag a urz, nag a c’halloud, nag a c’hened a zo en nenv ha war an douar, en treo a welomp hag er re ne welomp ket ! Nag a urz, nag a c’halloud, nag a c’hened a dle bezan en Doue, an hini en deus o c’hrouet !

Klasket an dud desketan a zo war an douar, lavaret d’eze ober eur c’hreunen ed, hag e vezo red d’eze anzav n’eman ket an dra-ze en o galloud.

Ha koulskoude, an dud a zo lorc’h enne gant o gouiziegez. Lavaret d’eze ober d’ac’h eur gelienen, hag e vefont nec’hetoc’h c’hoaz. Petra eo ar grouadurien-ze, koulskoude, en kichen an den a dennas Doue eus eun tamm pri, hag a zo frammet ken kaer en e gorf ha stummet kenkouls en e spered, ma oa hanvet « eur bed bihan » gant paganed an amzer goz !

Oh ! Otrou Doue, ar skeud ac’hanoc’h hepken a welan, hag awalc’h eo evit ober d’am spered sebezi ! Grêt mac’h anavezin mui-oc’h-mui pegen bras oc’h evit mac’h anavezin gwelloc’h-gwell pegen dister on !