Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/221

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Meurz
221
sant jozef oriol


Trede devez warn-ugent a viz Meurz


Sant Jozef Oriol
(1650-1702)



Jozef Oriol a c’hanas en Barselon, er bla 1650. En e gavel e oa c’hoaz pa varvas e dad. A drugare Doue, ar c’hereour ma timezas e vamm d’ezan goude, a oa eun den mat hag a garas ar minor evel e vab.

Fiziet e oe abred en beleien Santez-Mari-ar-Mor, hag e keit ma oa kolist gante, e teskas lenn ha skrivan. E zevosion a rê d’ezan, hag hen c’hoaz eur bugel, chom pennadou hirr dirak Oter ar Zakramant. Beleien Santez-Mari-ar-Mor, o welet e oa eur c’hrouadur dihun, a reas d’ezan heuilh skoliou meur Barselon.

Jozef a oe karet gant e gamaraded ha gant e vistri ; ne anaveze nemet daou hent, hini ar skol ha hini an iliz.

Seiz vla eus e vue a dremenas evelse.

Er bla 1674, e kemeras e renk etouez an doktored, hag er bla 1675, etouez ar veleien.

E vamm o vezan kouezet en dienez, en em lakas evel kelenner en eun ti pinvidik. Ar vue skouerius ha pinijennus a renas eno a reas d’an holl e gemer evit eur zant.

Da seiz vla warn-ugent, goude m’en devoa Doue roët d’ezan da anaout, dre vurzud, e oa pell c’hoaz diouz ar zantelez, e reas le da yun ar rest eus e vue. Bara ha dour kemeret d’abarde oa e holl vagadurez. Diou heur bemde e kouske war eur gador, ha netra ken.

E binijennou a oa anavezet, ha pa dremene dre ar ruiou, an ailhoned a rê gwap anezan, ar pez a laouennae e galon.

Er bla 1686, e kollas e vamm, hag o vezan n’en devoa den ebet ken, ec’h eas da Rom. Ober a reas an hent war e droad, ha den ne oufe lavaret al levenez a reas d’e galon tridal pa welas beziou an Ebestel hag ilizou ar gêr zantel.

Er bla 1687, goude bezan tremenet meur a viz en Rom, Innosant XI a roas d’ezan eur garg en Barselon. Dizrei a reas eta d’e vro ha derc’hel a reas da vevan ken paour ha biskoaz.

Feurmet en devoa en solier uhelan eun ti, eur gamprig vihan, a oa enni hepken eur c’hrusifi, eun dôl, eur skaon hag eun nebeut levriou. Kement a c’honeze diouz e garg a goueze en godel ar beorien.