Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/219

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Meurz
219
sant simeon stylit

ha kerkent e teuas d’ezan e nerz koz. Ober a reas kemend-all er blaveziou war-lerc’h, ha Theodoret a lavar en devoa tremenet evelse eiz koareiz warn-ugent, d’ar mare ma skrive e vue. Er rest eus ar bla, e tebre ken nebeut ma n’en devoa, kouls lavaret, ken magadurez nemet ar pez a gemere ouz tôl ar Zakramant, a dostae outi beb eiz de.

Goude bezan tremenet tri bla el lochen-ze, Simeon a yeas pelloc’h c’hoaz hag a zavas war c’horre eur mene. Sevel a reas eno peder moger, hag en em stagas etreze gant eur chaden a oa eur penn anezi endro d’e droad hag egile stag ouz eur men bras ha ponner.

En doare-ze e veve e-unanik, e spered dalc’h-mat troet warzu an Hini a zo dreist an heol hag ar stered. Mes e zantelez a yeas buhan ar vrud anezi dre ar bed holl, kouls lavaret, ha hepdale, an ermit a welas, a bep lec’h, tud o tont da c’houlenn kuzul digantan, ha klanvourien o tont da c’houlenn ar yec’hed.

Eleiz o deveze c’hoant da douch eun dra pe dra outan ; darn, zoken, a yee betek troc’han ar c’hrec’hen loened a rê e wiskamant. Evit kaout peuc’h, Simeon a zavas eur peul men hag a bignas war e leuren da vevan. Ar peul-ze a oe uhelaet e leuren diou pe der gwech, hag abarz ar fin en devoa c’houec’h troatad ha tregont a uhelder ; n’en devoa nemet tri droatad lec’hed diwar c’horre, hag evelse ar zant n’helle ket gourvez.

Eun doare bevan ken iskis a lakas an teodou da vont endro. Lod a gemere anezan evit eur brabanser, lod-all, evit eun den troet e spered. Ermited an Ejipt o-unan a gavas abeg ennan : « Red eo, emeze, mont a-beurz an eskibien da lavaret d’ezan diskenn ac’hane. Ma ne fell ket d’ezan, e vezo skler d’an holl n’eo ket spered Doue eo hen dalc’h eno ; ma sent, er c’hontrol, ne vezo douetans ebet eo dre volonte Doue e ren ar vue-ze. »

Ar relijius karget eus ar gefridi a zigouezas en traou ar peul hag a lavaras da Zimeon oa bolonte an eskibien e tiskennje ac’hane.

— Dustu, eme Simeon, gant eun êr laouen ; digaset d’in eur skeul, hag ec’h an e traou.

— N’eo ket red, eme neuze ar manac’h-all ; ho sentidigez a ziskouez e ret aze bolonte Doue ; chom a c’hellet.

Eno ar zant a dremene e amzer o pedi Doue, en e zav pe war e zaoulin. E beden a bade eus a guz-heol betek ter heur goude kreiste an de war-lerc’h. Er rest eus an de, e