Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
22 Meurz
sant simeon stylit


Eil devez warn-ugent a viz Meurz


Sant Simeon Stylit[1]
(***-460)



Bue ar zant-man a zo leun a dreo burzudus ha souezus da glevet. Rak-se, n’eo ket bet skrivet evit servijout da skouer d’ar gristenien, ha ne c’houlenner digant den bevan evel m’en deus bevet ; mes Doue, dre eur vue ken dishenvel diouz hini an dud-all, a zo bet falvezet gantan diskouez d’imp pegen uhel e c’hell sevel an eneou a selaou e gomzou.

Simeon a oa ginidik eus bro ar Siri. Tremen a reas e vlaveziou kentan o tiwall an denved. Eun devez ma oa re fall an amzer da gas an anevaled er-mêz, Simeon a yeas d’an iliz hag eno e klevas ar c’homzou-man eus an Aviel : « Eûrus ar re a ouel ; eürus ar re a zo glan a galon. » Ar c’homzou-ze a yeas don en spered hag en kalon ar pôtrig trizek vla. Goulenn a reas digant eun den koz a oa eno petra ziniflent ha penôs e c’helled senti oute : « Eürus eo, eme an den koz, ar re a ouel d’o fec’hejou hag a ra pinijen aneze.

» Suran doare da gaout an eürusted-ze, eo tec’hel pell diouz trouz ar bed, ha tremen ar vue o yun hag oc’h ober pinijen, evel ma rêr er c’houentchou ! »

Simeon a dremenas eiz devez en eul lec’h distro, o pouezan ar c’homzou-ze, hag a yeas goude da c’houlenn digor en eur gouent hag a oa enni kalz menec’h. An tad-abad, o welet e c’hoant da zerviji Doue, a zigemeras anezan. Hepdale, Simeon a zavas dreist ar re-all, dre e spered a binijen hag e aked d’ar beden. Abarz nemeur, abad ar gouent, aon gantan na deuje Simeon da lakat ar venec’h-all da fallgaloni, hen alias da vont dônoc’h er gouelec’h. Ar manac’h yaouank a zentas hag a yeas d’ober e chomaj en eul lochen dirapar ha pell a bep lec’h.

Eno, leun a fizianz en Doue, hag evit heuilh ar skouer roët gant Jezuz-Krist, e reas e zonj da dremen ar c’hoareiz pen-da-ben hep kemer an disteran bevanz. D’ar Zul-Fask, eur beleg o vezan deut d’hen gwelet, a gavas anezan ken dinerz ma oa dare da vervel. Kommunian a reas

  1. Gouel ar zant-man a zigouez d’ar 5 a viz genver.