Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Meurz
217
sant beneat

d’ezan sevel en e zav : « Eleiz a zroug ho peus grêt, emezan, ha derc’hel a ret d’ober bemde ; poent eo d’ac’h paouez gant ho fallagriez. Mont a refet da Rom, ren a refet nao bla, hag en dekvet e varvfet. »

Ar roue spouronnet a ’n em erbedas ouz Beneat, hag adalek neuze betek e varo e oe mat evit e bobl.

An abad santel, eun nebeut miziou arôk mervel, a roas da anaout ive de e dremenvan hag a lakas toullan e ve c’houec’h devez arôk ma oe sebeliet ennan.

Mervel a reas en iliz.

————


KENTEL


Reolen sant Beneat


Reolen sant Beneat a dalvezas da skouer d’an holl reolennou-all a oe savet war he lerc’h. Setu perak e kavomp mat rei he gourc’hemennou brasan.

I. — Ar beden. — Ofis an de hag ofis an noz a ve kanet pen-da-ben. Ar beden a spered a c’heller d’ober, gant ma vezo berr ha c’houek.

II. — Al labour. — Seiz heur labour-korf, ha diou heur labour-benn bemde a reio pep manac’h.

III. — Ar yun. — Yun a dleer bemde, adalek hanter miz gwengolo betek goueliou Pask.

IV. — Bevans ha gwishamant. — Gallout a rêr kaout eur banne bihan a win bemde ; tamm kig ebet, avat, epad ar bla, nemet klanv a vefed.

Evit gwiskamant, zo eur zaë du, eur skapular du hag eur vantel war lein, da lakat pac’h êr d’an iliz.

Evit an noz, ar venec’h a c’hourvez war o gweleou, pep-hini en e hini, gant o dilhad hag o boutou.

V. — An abad. — An abad a zo hanvet gant ar re a zo dindannan, hag a dle chom en karg betek e varo. Pa ve aferiou bras da zibunan, e tle goulenn ali e venec’h, kouls hini ar re yaouankan ha hini ar re gosan.

VI. — Henvel dirak ar reolen. — Au holl venec’h o deus kement ha kement da ober ; pep-hini aneze, daoust pegen bras ôtrou a oa anezan pa oa er bed, a dle, eur wech en em gavet er manati, ober ar gegin ha serviji ouz tol, d’e dro.

VII. — Digemer. — Ne vezer digemeret en Urz nemet goude daou vla êsa. Ar vugale a c’hoanta dont ebarz a renk bezan kinniget gant o zud.