Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
21 Meurz
sant beneat

Koulskoude, ar vrud anezan a yeas dre ar vro, ha menec’h a deuas da c’houlenn bevan dindan e urziou. Ar re gentan a deuas avat, hen c’havas re striz hag a dôlas, eun devez, ampoezon en e win ; a drugare Doue, Beneat, arôk evan, a reas sin ar groaz war ar weren, ha houman a faoutas dustu etre e zaouarn.

War-lerc’h an dra-ze, menec’h-all a deue bemde d’e gaout ; sevel a reas daouzek manati evite. Digeri reas ive eur skol, a deuas enni holl vugale tudchentil Rom. Ac’hane, ec’h eas gant e venec’h da chom da Venez-Kasin. Eno, en amzer goz, e oa bet eur gêr, a chome an dismantrou anezi, gant templ Apollon, zoken, en e zav.

En kreiz an dismantrou-ze, Beneat a zavas e vanati, a deuas da vezan brudet dre ar bed holl. Er bla 529, e savas e reolen evit e venec’h ; pevarzek vla goude, oa anavezet dre an Europ a-bez ; er bla 595, e oe kavet mat gant ar pab Gregor-Meur e-unan.

Koulskoude, an drouk-spered a glaskas dalc’h-mat enebi outan ; mes ar zant a yee war rôk ha ne rê van ebet outan.

Eun devez, eur paourkez den a deuas da skei war dor ar manati da c’houlenn ar zant. E vabig bihan neve varo a oa gantan, hag e felle d’ezan e roje Beneat ar vue d’ezan adarre. Ar zant, o welet pegen doaniet oa an tad, a stouas e-tal ar c’horf maro, hag o sevel e zaouarn etrezek an nenv, e lavaras :

« Otrou, na zellet ket ouz ma fec’hejou, mes ouz fe an den-man, ha roët d’ar c’horf-ze an ene ho peus lemet dioutan. »

Raktal m’eo grêt ar bedennig-ze, korf ar c’hrouadur a gren ; Beneat a grog en e zorn hag a ro anezan d’e dad, seder ha leun a vue.

En Mene-Kasin, evel en Subiako, Beneat a zigoras eur skol evit ar yaouankiz diwar-dro ; sant Thomas Akin a vo, divezatoc’h, skolaer enni.

Totila, roue ar Gothed, o vezan klevet hano anezan, a c’hoantaas gouzout hag-en a oa ken galloudus ha m’en devoa brud. Kas a reas tud e lez en e rôk d’e gaout, goude bezan gwisket e zilhad da unan aneze. P’en em gavas heman, Beneat a lavaras kerkent : « Tenn an dilhad-ze, ma mab, rak n’eo ket da re int. »

Totila, o klevet kemend-all, a c’hourvezas gant doujanz dirak ar zant. Heman a grogas en e zorn hag a reas