Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Meurz
215
sant siril

————


KENTEL


Ar ger divezan a vo da Zoue


Ober a rêr pep tra evit skuizan an Otrou Doue, evit lakat anezan da zilezel e garg, evit teuler anezan er-mêz eus ar vro, evit ober d’ezan chom en e varadoz ; ha daoust da ze, Doue a zalc’h da ziskouez e c’halloud. Ar Judevien o devoa laket Jezuz-Krist hag e verzerien gentan d’ar maro ; flastret int bet ; o zempl a zo bet tangwallet, o c’her dismantret, hag abaoue naontek kant vla m’eo ’n em gavet an dra-ze, kaer o deus kaout danve, kaer o deus kaout skoazel, n’o deus ket gellet na n’hellfont biken dont a benn da ziazezan a-neve o rouantelez war an douar-man. Klasket o deus eur wech, n’int ket prest da glask diou. Skrijus oa ar pez o devoa grêt ; euzus eo ar malloz a gerz d’o heul.

Impalaered Rom, epad 250 vla, a reas pep tra, an eil goude egile, evit diskar an Iliz. Eun amzer a deuas hag o zrôn a oe diskaret. Klasket o devoa trec’hi Jezuz-Krist ; Jezuz-Krist en devoa o zrec’het, evel ma trec’h ha ma trec’ho bepred kement hini a raïo brezel d’ezan.

Ma ne ve ket nerzus awalc’h e Galon-Zakr evit chachan an holl betek ennan, e zivrec’h a vo hirr awalc’h evit ne chomo ket unan hep paean e zle d’e justis.




Kentan devez warn-ugent a viz Meurz


SANT BENEAT
Abad ha tad ar venec’h eus a vroiou ar c’huz-heol (480-543)



Da bevarzek vla, Beneat, den yaouank a renk uhel eus an Nursi, a oa oc’h ober e studi en Rom. O welet dizurziou ar bôtred eus e oad, e tec’has diouz kêr hag en em dennas en Subiako, en eul lec’h goue, dindan eur garreg, hep gouzout e-unan penôs e raje evit bevan eno.

Ne oa nemet eur manac’h, e hano Roman, oc’h anaout e beniti ; hennez a zigase d’ezan e vevanz hag e wiskamant.

Eun devez, an drouk-spered a glaskas lakat siou fall ar galon da rei lamm d’ezan, mes an den yaouank vertuzus a ’n em dôlas kerkent e-touez eur c’harziad drez, hag a ’n em ruilhas enni ’c’han ma oe trec’h e ene d’e gorf.