Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
20 Meurz
sant siril

An impalaer Valans hen harluas evit an dervet gwech, er bla 367 ; war bemp bla ha tregont ma oe eskob, e tremenas c’houezek aneze en harlu.

En e amzer, etre 361 ha 363, e klaskas an impalaer Julian adsevel templ Jeruzalem, diskaret gant an impalaer Titus (70).

Jezuz-Krist en devoa lavaret e vije diskaret ha ne chomje ket eur men anezan war eun all. Julian, kristen dre e vadeziant, ha pagan dre e oberou, a c’hoantaas tapout Doue da c’haouiad. Rei a reas urziou, lakat a reas ar Juzevien da drei a-du gantan ; en em gargan a reas e-unan da glask tud ha treo ; fiziout a reas al labour en e vignon Alypius, o lakat etre e zaouarn holl densoriou ar gouarnamant.

Ar Judevien, o klevet eun hevelep neventi, a dridas gant ar joa ; diredek a rejont, a bep tu, da rei an dorn, hag e stagjod gant al labour.

Kristenien Jeruzalem, o welet lorc’h ar Judevien, a gemere aon : « Ne lakfont ket eur men war eun all, a lavare d’eze Siril. »

Gwir a lavare. Eur c’hoz tamm moger bennak, hag a chome c’hoaz en o zav, abaoue dismantr Titus, a oe peur-ziskaret, hag en doare-ze, komz Hon Zalver a deuas da wir, ger evit ger.

Kerkent en em lakjod da doullan, evit diazezan ar mogeriou neve. N’oa ket peurc’hrêt al labour-ze ma c’hoarvezas tôliou hag a spontas al labourerien. Aveliou a stlabeas o zreo hag an douar a grenas.

Eun nebeut deveziou goude, al labourerien a welas boulou tan o tont eus an douar hag o redek war o lerc’h ; darn aneze a oe devet, darn-all mouget gant ar moged ; darn-all a redas, gant ar spouroun, da guzet en iliz tostan. Derc’hel rejod c’hoaz gant al labour, mes an tân a oe gwelet ouspen eur wech o tont eus an douar, ar pez a lakas ar Judevien o-unan da fallgaloni.

Kement-man a zo komzou anezan, n’eo ket hepken en skridou ar gristenien, mes zoken en skridou an heretiked, ar judevien hag ar baganed. An impalaer Julian en devoe eun tamm brao a vez war-lerc’h an tôl-ze. Nebeut goude, en eur brezel, e oe skoet gant eur bir, « hag e varo, eme sant Gregor Nazianz, a roas ar vue d’ar rest eus ar bed. »

Siril a varvas gant e zek vla ha tri-ugent. Eskob oa pemp bla ha tregont a oa. Leon XIII a roas d’ezan al lez-hano a zoktor hag a gemennas lavaret e ofls hag e oferen dre an Iliz a-bez.