Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
14 Meurz
santez mathild

kent evit he fried, neve êt dirak Doue. Prest goude ma oe sebeliet an impalaer Herri, Othon a oe laket war e drôn, ha Mathild, en e lez, a dalc’has d’en em rei muioc’h-mui da Zoue ha d’an oberou a drugare.

Kement-se ne viras ket outi da gaout enebourien, a c’honezas ken brao he mibien, ma rojont d’eze da gredi he devoa tenzoriou bras kuzet en eun tu bennak, hag e tismantre gant ar beorien ar peadra a oa dleet d’he bugale.

Mathild a oe grêt kement a vue fall d’ezi, ma renkas en em denn.

Mes nebeut goude, Othon ha Herri, ar vugale dianaoudek, a oe skoet ken gwaz, ma lavaras an holl e oa an Otrou Doue o kastizan aneze, abalamour d’an dismegans o devoa grêt d’o mamm. Othon a gasas neuze kannaded da gât ar brinsez reuzeudik, da c’houlenn pardon diganti, ha da bedi anezi da zizrei.

Mathild, eur wech dizroet da di he mab, a dalc’has da vezan mamm ar beorien, difennourez ar boblou, advokadez ar brizonerien, levenez ar vro, diazezourez eleiz a ilizou, a hospitaliou hag a vanatiou ; en eur ger, kristenan prinsez eus hec’h amzer.

Wilhelm, arc’heskob Mayanz, he mab-bihan, a absolvas, a gommunias hag a nouas anezi en he c’hlenved divezan. Mervel a reas d’ar 14 a viz meurz 968, ha sebeliet e oe skoa ha skoa gant he fried, evel m’he devoa goulennet.

————


KENTEL


An anaoudegez vat


An hini a zo bet grêt eur vad bennak d’ezan, a dle, da gentan, anaout ar vad-ze ha diwall d’hen ankouât. Ar vad grêt ankouaet, a leverer ; kement-se ne dlefe biken bezan gwir, da vihanan, ’vit eur c’hristen.

D’an eil, komz en eun doare dereat eus e vadoberour. Darn a ve kavet, a-wechou, ha n’o deus ket gwasoc’h enebourien evit o madoberourien : an dud-ze a ’n em lak izeloc’h evit al loened mut.

D’an trede, rei eun dra bennak en dizro.

Rak kemer hep rei
A lak ar garante da drei.

Evit anaout pegement a dalvoudegez an eus eur vad, e tleer sellet, nan ouz ar pez a ro, pe a ra ar madoberour, mes ouz muzul ar garante a zougas anezan d’ober ar vad an eus grêt.

An hini a zo bet grêt vad d’ezan ’n eus ket da rei na d’ober d’e vadoberour al labour a zo bet grêt evitan, pe an danve a zo bet roët d’ezan ; diskouez a dle avat, kement, ha muioc’h zoken a garante, d’e vadoberour, evit n’an eus diskouezet e vadoberour d’ezan.