Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Meurz
203
santez mathild


Ar beorien a dle diskouez o anaoudegez vat, oc’h enori ar re ra vad d’eze hag o pedi evite. Ne gonter ket e rafent netra-all ebet ken. Ar re o deus êz da rei eun dra bennak d’o madoberourien, en testeni eus o anaoudegez vat, a dle kemer au tu ha gouzout an doare da roi. Eun dister tra a ra plijadur, pa ouveer e ginnig. Arabad d’imp gedal anaoudegez vat hon unan, evit ober vad ; mes ma rêr vad d’imp, bezomp anaoudek bepred : an dianaoudegez a zo eun dra ken divalo !




Pempzekvet devez a viz Meurz


SANT LONJIN
Ar zoudard a doullas Kalon Jezuz



War-dro ter heur, d’ar gwener arôk Pask ar Judevien, e varve Jezuz-Krist war ar groaz, etre daou laer. Raktal, an heol a guzas e sklerijen ; an douar a grenas ; ar reier a frailhas ; pallen an Templ a rogas etre daou damm ; tud varo a oe gwelet o sevel eus o beiou ; ar re a oa e-tal ar c’hroaziou a grogas aon enne, o welet ar pez a dremene, hag a ziskennas en kêr. Ne chomas war ar mene nemet an Itron-Varia, Yan, an abostol, hag unanik bennak eus ar merc’hed a gare Jezuz.

Giz Rom oa lezel ar re grusifiet ouz ar groug, d’al lapoused ha d’al loened goue da zibri. Gwelet e oa bet darn o chom betek tri devez stag ouz ar groaz, arôk mervel.

O vezan ma oa amzer Fask o tigeri en abardê, ha ma ne oa ket dereat lezel korfou ar re gondaonet ouz ar groug, epad ar goueliou, enebourien Jezuz a yeas da gaout Pilat, da c’houlenn urz digantan da lakat peurlazan an tri grusifiet, abalamour d’o sebelian arôk an noz. Mall o devoa da welet êt, eus a zirak o daoulagad, skeud eun den a oa trec’h d’eze c’hoaz, zoken en e varo.

Pilat a gemennas eta d’ar zoudarded mont da derri divesker an tri a oa en kroaz, hag evelse en em gemerjod da beurachui an daou laer. Jezuz ne oa bue ebet ennan ken. Elec’h terri d’ean e izilli, ar pez a gave didalve ha divalo, ar zoudard Lonjin a zarc’haoas eun tôl goaf gantan en e goste.

En doare-ze, hep gouzout d’ezan, e lake da zont da wir