Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Meurz
201
santez mathild


Pevarzekvet devez a viz Meurz


SANTEZ MATHILD
Impalaerez an Alamagn



Mathild, goude bezan bet savet a-zoare, gant he mamm, en eul leandi, a zimezas da Herri, prins eus ar re gaeran, duk Sax.

Herri hag e bried a skuilhe madoberou endro d’eze, hag a deue da c’honid kalonou an holl. Rak-se, pa varvas Konrad, impalaer an Alamagn, ar bobl hag an ôtrone vras eus ar vro n’o devoe nemet eur vouez evit lavaret : « Ra vezo an duk Herri impalaer ! » Adalek neuze, Mathild a oa impalaerez. An dra-ze ne viras ket outi da gemer preder bepred gant an dud ezommek, hag ar garante he devoa evite ne lake tamm ’bet ar bobl da gaout nebeutoc’h a zoujanz evit ar renk uhel m’oa savet enni.

Doue a roas d’ezi pemp krouadur ; tri mab : Othon, impalaer war-lerc’h e dad ; Herri, duk Bavier, ha Brunon, a oe arc’heskob en Kologn ; ha diou verc’h, a oe unan aneze Jerberga, rouanez er Frans.

Herri ha Mathild n’o devoa nemet eur c’hoant. Karante Doue oa al liamm a unane aneze ; ar pez a glaskent oa tizout ar baradoz ha trec’hi o zechou fall, kalz muioc’h evit gonid kêriou ha broiou. Doue, koulskoude, a reas d’eze gonid meur a hini, evit rei tu d’eze da astenn rouantelez Jezuz-Krist.

A greiz ma oant o-daou en o amzer wellan, o renkan pep tra endro d’eze, Herri a goueas klanv. Mathild a veze noz-de e-tal ar c’hlanvour. Poanial rê da chom hep gouelan dirakan, gant aon d’e lakat da fallgaloni.

Beb an amzer, e komzent eus bue ar bed-all, eus dudiou ar baradoz hag eus breskadurez treo ar bed-man.

.....Dal ma welas he fried tremenet, Mathild a zigemeras a galon vat ar groaz pounner a deue d’ezi, ar pez ne viras ket ouz he gouelvan da vezan ken bras, ma chomas pell war leur he zi, heb anaoudegez.

Pa deuas he nerz d’ezi, ec’h eas da gerc’hat he zri mab, hag e lavaras da Othon, an hini henan : « Ma mab, emezi, ma pignet war drôn ho tad, dalc’het sonj e tiskennfet, eun de, en e ve ! »

Hag e c’houlennas ha ne oa beleg ebet war yun en kêr, hag o vezan kavet unan, e pedas anezan da oferennan ker-