Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Meurz
197
sant pol aurelian

galeach, en karante ar Werc’hez hag en doujanz Doue ; o deus dioueret pep tra, evit n’ho pije diouer eus a netra ; o deus gouzanvet ganac’h eleiz a boan, evit m’ho pije nebeutoc’h, ha ne c’houlennont nemet eun dra, ho kwelet o kerzet war hent an enor hag ar fumez. Heuilhet-hi eta, ha mar deo red, evit kement-se, ober dishenvel diouz ar re-all, n’ho pezet aon ebet evit ober dishenvel diouz ar re-all ; grêt ar pez a welet a zo mat, tec’het diouz ar pez a welet a zo drouk, ha losket an dud da lavaret ar pez a garfont. Teodou darn a raio gwap ac’hanoc’h, mes kalonou an holl a lavaro eus pep-hini ac’hanoc’h : « Hennez a zo eun den ! »

II. — Tud yaouank, difennet ho relijion. N’eus netra enni nemet furnez ; n’eus prosez ebet ken ês da c’honid hag he hini. Koulskoude, arôk ma c’hallfet e c’honid hoc’h-unan, e vezo red d’ac’h studian. Hon enebourien a gomz a-dreuz hag a-hed, heb anaout ar pez a glaskont diskar ha hep gouzout petra zavfont e plas. Na ret ket evelte ! Studiet er gêr, epad nosveziou hirr ar goanv, dreist-oll, en kelc’h-studi ha parouz hag en harz kador-brezeg ho peleien. Skrivanier ha prezeger, e tle pep den yaouank kristen bezan, en de a hirie. Ar gristenien n’int kristenien, nemet abalamour ober ar c’hiz, a zo, a drugare Doue, ar ouen aneze o vont e traou. C’houi a vezo kristen, abalamour m’ho pezo gwelet eo red d’ac’h bezan kristen. Ho fe, o vezan ma kouezo he gwriziou eus ho spered betek goueled ho kalon, a bado keit hag ho pue. Digouezet eo d’ac’h dont en oad, en eun amzer a reuz hag a zispac’h. Na pebez tôl-kaer evidoc’h da c’houren ha da lakat da dalvezout ar gwad yaouank ha nerzus a red en ho kwazied ! Ra vezo pep-hini ac’hanoc’h eur Gournadec’h !

Iliz