regor, lezhanvet meur, ha n’e ket heb abeg, a c’hanas en Rom, war-dro ar bla 540. E dad, Gordian, a oa senatour, hag hen e-unan a gemeras peurz, eur pennad, en gouarnamant ar vro.
Da varo e gerent, e savas c’houec’h manati er Sisil, hag eur seizvet en Rom, en e di, hag eno e wiskas saë ar venec’h, d’e vla ha tregont, goude bezan rannet e holl vadou etre ar beorien.
Eun devez, o tremen er marc’had, e kavas eno eun toullad pôtred vihan, digaset di da werzan. Ar gwel eus o gened hag eus o yaouankiz a reas d’ezan goulenn ha kristen e oant.
— Nan ! a lavaras ar marc’hadour.
— Ma ! mantrus eo, emezan, e vefe korfou ken koant dindan galloud an drouk-spered, ha ne vefe ket gras Doue o chom en pennou ken seder !
O vezan klevet e oa ar vugale-ze eus a Vro-Zôz, e c’hoantaas mont betek eno da brezek ar fe.
Ar pab Beneat I, hag a oa neuze war Gador sant Per, a roas d’ezan ôtre ; mes a-boan ma oa gouveet e oa et en hent, tud Rom a yeas droug enne ha ne rojont peuc’h ebet d’ar pab, ken ne gasas urz d’ezan da zizrei, rak anez, emeze, o c’hêr a oa grêt ganti.
Gregor, war an urz kaset d’ezan, a deuas war e giz. Eur pennad goude, e oe grêt kardinal ha kaset, evel kannad, da Gonstantinopl, elec’h ma chomas c’houec’h vla. Eno, an eskob Eutychius a lavare e vije ar c’horfou, eur wech savet eus a varo da veo, ken tano ma n’helljed ket kaout krog enne. Gregor a zispennas ken brao e gelennadurez, ma reas an impalaer dêvi raktal e levriou ; hag Eutychius e-unan, o vezan kouezet gwall-glanv, nebeut awalc’h a amzer goude, a groge en kroc’hen e zorn, dirak eleiz a dud deut d’e welet, hag a lavare : « Anzao a ran e savfomp holl eus a varo da veo, gant ar c’horfou hon deus bet war an douar. »