Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
12 Meurz
sant pol aurelian

gloc’h, ar pevar aviel a oa o paouez skrivan hen e-unan, enezen Vaz ha kastel koz ar Romaned. An den-Doue a zavas eur manati en Baz hag eun all er c’hastel koz, a oe lezhanvet hiviziken Kastel-Pol, hag en em roas a galon da brezek endro d’ezan anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Labour denn, evit gwir, rak en Bro-Leon e oa neuze diou ouen dud dishenvel an eil diouz eben ; ar Vretoned diskennet eus Breiz-Veur hag a oa kristenien holl, kouls lavaret ; an Arvoriz, da lavaret eo, an dud a oa a-viskoaz ar ouen aneze er vro, hag a oa paganed holl, evit c’hoaz, ha stag mat, zoken, ouz o c’hredennou gaouiat.

Ar Vretoned, Wizur er penn kentan, a ’n em glevas gant ar roue Childebert evit ma vije hanvet Pol da eskob Leon, ha setu ar pez a c’hoarvezas (530), kaer an evoe harz ouz an enor hag ouz ar garg-ze da gouezan warnan.

Evelse eo bet savet eskopti Leon, a yee eus Kastel-Pol betek beg Lokmaze penn ar bed, hag a oe diskaret, d’an Dispac’h, ha staget ouz eskopti Kerne (1802), da c’hortoz ma teurvezo gant Doue ha gant an dud e welet o sevel adarre en e zav hag o kemer, etouez eskoptiou Breiz, e renk a enor, skedusoc’h evit biskoaz.

Goude bezan roët ar pep gwellan eus e galon da groui e eskopti, sant Pol a varvas en Baz, en fin ar c’houec’hvet kantved. E gorf a oe sebeliet en e iliz-veur, en Kastel-Pol, elec’h ma virer c’hoaz e benn ha darn eus e relegou, en eur relegouer eus ar re gaeran. Ar c’hloc’h a deuas d’ezan dre vor, en genou eun eog, an Hirglas, a virer ive e-tal e ôter.

————


KENTEL


Bezet tud kalonek !


Ar yaouankiz eo diazezourien an amzer da zont. I a raio anezan kouls pe gwelloc’h evit an amzer vreman, herve an dalvoudegez o devo gouveet da dennan, p’int deut d’en em anaout, eus kement o deus kavet enne hag endro d’eze.

Tud yaouank, ma fell d’ac’h kaout karante Doue ha karante an dud, heuilhet kalonek relijion Jezuz-Krist, ha bezet ken kalonek-all d’he difenn, bep gwech ma klevfet he dispenn.

I. — Er relijion, n’eus netra dreist ho kalloud ; seul-vui e heuilhfet anezi, ha seul-vui e vefet el levenez, ha seul-vui e lugerno skedus, war ho tâl, bleuniou ho yaouankiz.

Heuilhet-hi eta abalamour d’ac’h hoc’h-unan ; heuilhet-hi ive, abalamour d’ho tad ha d’ho mamm o deus ho luskellet, epad ho pu-