Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Meurz
195
sant pol aurelian

Aber-Benniget hag an Aber-Wrac’h, da glask mestr ar vro, evit en em glevet gantan. En Grouanek, e klevjont gant e vesaër e oa en Baz o chom.

Goude eur veaj pell ha hir, en em gavjont gant eur gêr goz, e-tal ar mor, mogeriou mouded uhelder vrao d’eze, endro d’ezi, hag en he c’hreiz, eur c’hastel koz savet gant ar Romaned. Kêr ha kastel a oa goullo. An tân a oa bet enne ; ne oa dre holl nemet dismantr, den ebet, netra, nemet eur wiz gant he c’hlodad moc’h bihan, eun tôl gwenan en eur wezen dann, eun amboubal, eun ours hag eul loen goue-all bennak c’hoaz…

Trei a rejont, o lezel ar c’hastel koz-ze war o dorn deou, hag en em gavjont en Baz. Eno e oa Wizur, ôtrou ar vro, eur Breizad divroet ive, deut gant e dud en Bro-Arvor, nevezik a oa, o tec’hel arôk ar Zôzon.

Wizur a reas digemer laouen da Bol, ha seul-laouennoc’h, ma teujont da anaout e oant kerent.

Epad ma oant o komz, e tigouezas eur pesketaer, a oa gantan en e zorn eun eog, eur c’hloc’h en e c’henou.

Pol, o welet ar c’hloc’h-ze, a reas eur mousc’hoarz.

— Laket anezan da zon, emezan ; hag o klevet e zon, e galon a c’hoarze en e greiz.

— Perak e c’hoarzet ? eme Wizur.

— C’hoarzin a ran, eme Bol, o welet madelez divent an Otrou Doue em c’henver. Ar roue Mark ne oa ket bet falvezet gantan, pa gimiadis dioutan, rei d’in unan eus ar seiz kloc’h an evoa en e lez. Setu ma teu d’in breman en genou eur pesk.

Ar gwel eus ar pesk-ze, a lake levenez evelse, a reas da Wizur sonjal en eul loen-all a oa en enezen, a dôle ar spont dre ar vro, eun dragon euzus, goest den ebet da zont a benn anezan.

Komz a reas anezan d’ar zant.

Heman a bedas hag a c’houlennas unan bennak da vont d’e heul. Eun den yaouank hepken, e hano Nuz, a ’n em ginnigas.

Pol a ziskennas betek toull ar serpant ; stolian reas an aneval, ha rei a reas anezan da Nuz da deuler er mor. War-lerc’h an tôl kaer-ze, Nuz, an den yaouank dispont, a oe lezhanvet Gournadec’h.

Wizur, o welet madoberou ha galloud sant Pol, ne ouie penôs e drugarekât trawalc’h. Rei a reas d’ezan e