Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Genver
19
sant maker


Trede devez a viz Genver


SANT MAKER
Manac’h (300-390)



Eun tregont leo bennak diouz kêr Alexandri, tu ar c’hreiste, e zo eur c’horniad douar fall ha goue, a ve grêt anezan ar Sete. Eleiz a gristenien, en amzer goz, a ’n em dennas eno, pep-hini diouz e du, evit gallout bevan tost da Zoue, pell diouz trouz ar bed. En o zouez, ha gant ar re gentan, e kavomp sant Maker.

Ar zant-man a oa ganet en Ejipt-Uhelan, war-dro ar bla 300. Da dregont vla, en em dennas en gouelec’h Sete. Tremen a reas eno e amzer o pedi, o yun hag o labourat a gorf hag a spered. D’e zaou-ugent vla, e oe grêt kement warnezan mac’h asantas mont da veleg. Doue a roas d’ezan, adalek an heur-ze, ar c’halloud da c’hourc’hemen d’an drouk-sperejou, da barean ar c’hlenvejou ha da zizolo an amzer da zont. Ar galloud-ze a zervijas d’ezan da c’hounit eleiz a baganed da Jezuz-Krist, en eur vont d’eze dre gaer.

Eun devez, e oa oc’h ober eur bale gant eun den yaouank hag a oa war an hent da vont da vanac’h. An diskibl a gerze eur pennadig arôk Maker, pa zigouezas gantan unan eus beleien ar baganed, eur pikol penn-baz en e zorn. Redek a rê ken buhan ma oa prest da zialani. Ar manac’h yaouank, o welet eun den dishenvel e greden diouz e hini, elec’h e lezel didrous da vont gant e hent, a gavas mat huchal warnezan : « Da belec’h e kerzez, da vihanan, drouk-spered ’zo ac’hanout, kemend-all a brez ’vel ma zo warnout ? »

Ar beleg pagan, o klevet eur goulenn ken divergont, e savas e wad d’e benn. Sailhat a reas war an hini a glaske trabas outan, hag e roas d’ezan eur lajad bac’hadou. Grêt gantan e dôl, ar pagan a ’n em lakas da redek adarre. En em gaout a reas, hepdale, gant Maker ; ha heman da lavaret d’ezan :

— Paourkez ! Nag a boan a gemeret ! Skuiz e renket bezan !

Ar pagan, souezet o klevet ar zant, a dostaas outan :

— Daoust hag eun dra bennak a vad, emezan, ho peus kavet ennon, pa gomzet ouzin ken brao ?