Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
2 Genver
sant odilon

gave mui netra da rei, e werzas ar c’haluriou iliz, al listri zakr hag an dilhad oferennan. Mont a reas, zoken, betek gwerzan ar gurunen aour bet roët gant sant Herri da Zant-Per Kluny.

Ar pez ne vire ket outan da vont c’hoaz, eus an eil kêr d’eben hag eus an eil kastel d’egile, da c’houlen an aluzen evit an dud reuzeudik.

En doare-ze, e c’hellas dont a benn da viret ouz milierou a dud da vervel gant an naon.

Ar pabed hag ar rouane a rê kement a stad anezan ma c’houlennent kuzul digantan, pa ’n em gave gante eur guden bennak diês da ziluian. An dra-ze ne vire ket outan da chom bepred ken izelek hag eur c’hrouadur.

Enori ’rê ar re ’oa uheloc’h evitan ; karet a rê ar re a oa eus e renk ; evesât a rê war ar re a oa dindanan ; karet e oa gant an holl.

War-dro gouel Nedeleg 1048, e kouezas gwall-glanv en Souvigny, peder leo diouz Moulins, ha da ze ar bla neve, goude bezan bet e holl zakramanchou, e tremenas en peuc’h. Seiz vla ha pevar-ugent e oa ; c’houec’h ha hanter-kant e oa bet en penn Kluny, ha grêt en devoa anezan brudetan manati a oa er Frans.

Eun nebeut lizerou ha skridou santel, savet gantan, a virer c’hoaz en de a hirie.

————


KENTEL


Madoberou ar Venec’h


Ar c’houenchou eo tier an deskadurez, tier an aluzen, tier ar beden, tier ar peuc’h ; an tier e ve grêt enne al labouriou kaeran a gorf hag a spered ; an tier e ve rannet enne ar muian a zanve gant an dud ezommek ; an tier ma ve kanet ar bravan enne meulodiou an Otrou Doue ; an tier m’eman ar garante o vleunian, ’vel ne ra en neb lec’h, etre kement-hini a zo o chom enne. Ar c’houenchou a zo eur binvidigez, en pep doare, evit ar vro ’n em gavont enni.

Daoust da ze, e weler a-wechou ar venec’h hag al leanezed tôlet er-mêz o bro, war hent an harlu [1], evel gwall-dud. Na pegen izel, siouaz, eo kouezet eur vro, pa zigoue enni kemend-all !

Hon Zalver Jezuz-Krist a zo bet grêt brezel d’ezan, abalamour d’e vadoberou ha d’e viraklou ; e Iliz, mar deo gwall-gaset, he deus ive an enor, gwellan ’zo, da vezan gwall-gaset, nan abalamour d’he fec’herien, mes abalamour d’he zent.

Eun enor eo ha n’hallo den e lemel diganti biken.

  1. Harlu, exil, en galleg.