Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
3 Genver
sant maker


— True am eus ouzoc’h, eme Vaker, abalamour m’ho kwelan skuiz-maro, ha ne welet ket en em skuizet evit netra.

— Ho komzou a blij d’in, eme ar beleg pagan ; c’houi, da vihanan, a zo eun den-Doue, ha n’oc’h ket henvel ouz an tamm koz manac’h-all ’zo ’n em gavet ganin breman souden.

Hag o lavaret ze, en em strinkas da dreid Maker.

Dont a reas divezatoc’h da vezan eur beleg kristen. Eleiz a baganed a heuilhas e skouer vat hag a c’houlennas bezan badezet eveltan.

Sant Maker, ma ouie an doare da gemer an dud, a ouie ive an doare d’o c’helenn.

Eun den yaouank a deuas, eun de, d’hen pedi da zeski d’ezan hent ar zantelez. Ar zant a lavaras d’ezan : « Et d’ar vered, ha lavaret eur bern treo d’ar re varo a gavfet enni. »

Mont a reas, ha ne oe ket awalc’h d’ezan lavaret treo d’ar re varo, mont a reas betek skei mein gante. Hag e tizroas da gaout sant Maker. Heman a c’houlennas digantan :

— ’C’hanta, eun dra bennak o deus lavaret ar re varo d’ac’h ?

— Nan, netra, emezan.

— Mat, eme ar zant, dizroet varc’hoaz adarre, ha meulet aneze gwellan m’hallfet.

Mont a reas an den yaouank, evel ma oa lavaret d’ezan, hag ober a reas e dro koulz pe welloc’h evit ar wech kentan.

— ’Chanta, eme Vaker, pa oe dizro, nag ar wech-man, rannet o deus eur ger bennak ?

— Ger ebet, eme ar pôtr ; ken mut int chomet hag an tol kentan.

— Mat, eme ar zant ; kemeret skouer diwarneze. P’ho peus meulet aneze, n’o deus grêt van ebet ; p’ho peus o gwapaet, n’o deus grêt tamm muioc’h. Poaniet da vervel ive evelte, kement ha ken bihan ma n’eio droug ebet ennoc’h, n’eus forz pegen gwaz dismegans a vefe grêt d’ac’h ; ha ma ne deufet ket da gemer lorc’h, forz pesort meulodiou a vefe roët d’ac’h. Evelse, e teufet a benn da vezan eur zant.

Sant Maker, goude bezan labouret, epad triugent vla, da ’n em zantelât ha da zantelât ar re a ’n em gave gantan, a varvas en e beniti, d’an oad a zek vla ha pevar-ugent, war-dro ar bla 390 goude donedigez Hon Zalver.