Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
9 Meurz
santez franseza


Navet devez a viz Meurz


SANTEZ FRANSEZA
(1384-1440)



Franseza a c’hanas en kêr Rom, a dud vras ha pinvidik, hag a roas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Nebeut a van a rê ouz c’hoariou ha braoigou ar bed, hag e dudi oa ’n em gaout hec’h-unan da c’hallout pedi Doue a greiz he c’halon.

Da unnek vla, e c’hoantaas mont da leanez, mes evit senti ouz he c’herent, e timezas da Laurans Ponziani, eun den yaouank nobl ha pinvidik. N’en em droas biskoaz gant ar goueliou hag ar prejou, evel an dud-all eus he renk, n’ho deus ken preder nemet gant an treo-ze, eleiz aneze. Gwisket e veze bepred gant dilhad dister, hag an amzer a c’halle diouered, goude bezan roët d’he ziegez ar pez a oa dleet, ac’h implie evit mad an nesan. Eleiz a itronezed eus kêr Rom, troet, betek neuze, da ren eur vue skanv ha dibreder, a deuas da gemer skouer warnezi.

Sevel a reas gante, (1433), d’ar c’houlz ma oa c’hoaz beo he fried, eun Urz c’hoarezed, dindan reolen sant Beneat. Evit mont ennan, ne oa le ebet d’ober. Nebeut goude, roue Napl a zailhas war gêr Rom. Laurans Ponziani a oe harluet hag e vadou laeret. Franseza a c’houzanvas ar c’hollou-ze gant eun nerz-kalon dispar, a rê d’ezi lavaret, evel gwechall an den santel Job : « An Otrou an eus o roët, an Otrou an eus o lemet ; ra vezo hano an Otrou binniget ! »

Da varo he gwaz, Franseza he devoa daou vla ha hanter-kant. Da ouel sant Beneat war-lerc’h, e kuitaas he zi hag ec’h eas da vanati hec’h Urz, diarc’hen, eur gorden endro d’he goug, hag o vezan en em dôlet d’an douar dirak he c’hoarezed, e pedas aneze, an daerou en he daoulagad, da gaout ar vadelez d’he digemer en o zouez.

Eur wech roët d’ezi he goulenn, daoust m’oa mamm an holl, ne c’hoantaas ket bezan laket en karg. Diskouez a rê, dre he c’homzou ha dre hec’h oberou, an nebeut a stad a rê anezi hec’h-unan. A-wechou, e veze gwelet o tont en kêr, eur zamm keuneud war he c’hein, pe war gein eun azen, hag ec’h ee gante d’ober vad d’ar beorien, o dije diganti aluzennou-all ouspen.