Eur wech-all e kavas war an hent eur c’hlanvour dinerz. Samman a reas anezan war e ziskoa, da zigas d’an hospital. Lakat a reas anezan war eur gwele, hag e walc’has d’ezan e dreid. Mes pa oa o vont da bokat d’eze, e welas e oant toullet, evel re Hon Zalver, hag ec’h anavezas, diouz an dra-ze, en devoa douget an Otrou Doue e-unan.
— Yan, eme Jezuz, kement a rez d’ar beorien a zo grêt d’in ma-unan ; o gouliou eo ma re, ha ma zreid ma-unan eo a walc’hez, pa rez an aluzen-ze d’ar paour.
Dal m’an evoe lavaret ar ger-ze, Jezuz a bignas adarre en nenv.
Goude bezan labouret evelse, epad dek vla, war-dro an dud klanv, e kouezas klanv d’e dro. Arc’heskob Grenad a roas d’ezan e zakramanchou. En noz war-lerc’h, e savas eur wech-all c’hoaz, eus e wele ; en em dôl a reas d’an daoulin da vriata kroaz Hon Zalver binniget, hag o vezan lavaret ar gomz-man : « Jezuz ! Jezuz ! etre ho taouarn e c’hourc’hemennan ma ene ! » e varvas en pok an Otrou, d’an eiz a viz meurz 1550, en e bempvet bla ha hanter-kant.
Leon XIII an eus e hanvet da batron an hospitaliou hag ar glanvourien zo enne, ha gourc’hemennet an eus laket e hano en Litaniou an tremenvan.
Jezuz-Krist, pa deuas war an douar-man, ne ziskouezas ket e c’hloar ; ne ziskouezas ket e ouiziegez ; ne ziskouezas nemet e vadelez : « Deut holl davedon-me, emezan, ha me ho tiboanio ; » hag an eus digemeret an holl, ar re vras, ar vugaligou, ar beorien, ar bec’herien, ar re a ve re ane en pep lec’h.
N’an eus klasket nemet eun dra : bezan karet ; n’an eus gourc’hemennet nemet eun dra : karet. « En em garet an eil egile. »
Arabad d’e ziskibien peurzistagan ar bennduen hanter-dorret, na mougan ar voucheden a deu moged diouti c’hoaz.
Jezuz-Krist a zo bet, dreist-oll, madelezus. Ar vadelez eo ar pez a glasker ive, dreist pep tra, en e ziskibien. Pardoni a rêr d’eun den ha n’an eus ket a spered ; kammed d’eun den ha n’an eus ket a galon. Ar spered a zo diêsoc’h da lemman evit ar galon da domman.
Ar gerent a dle kustumi o bugale da vezan mat : mat en kenver al loened, mat en kenver ar beorien, mat en kenver ar re goz, mal en kenver ar re-all eus o oad ; deski d’eze rannan, deski d’eze ’n em dremen ; deski d’eze bevan.