Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
8 Meurz
sant yan doue

e varc’h hag en em c’hlazas, hag e oe dare d’ezan bezan tizet gant an enebourien.

En em erbedi a reas ouz ar Werc’hez, a ’n em ziskouezas d’ezan : « Yan, emezi, ne lavarez mui da Rozera ; ze zo kiriek d’an dra-man da vezan c’hoarvezet. »

Yan, hepdale, o welet pegen danjurus oa bezan dindan an armou, evit an ene kouls hag evit ar c’horf, a zizroas d’e vro, en esper gwelet e dud. Tremenet oant, pell a oa. Neuze en em reas marc’hadour-baleer, hag e rede ar vro o werzan tôlennou ha levriou santel.

Er bla 1540, e reas lizer-marc’had eus eun ti, en Grenad, hag eno e roë digemer d’ar glanvourien paour hag e plêe gante gant eun evez hag a oa souezus. Kristenien madelezus a c’hoantaas rei dorn d’ezan, hag evelse e tiazezas Urz ar Garante, a zalc’h, en amzer-man, man nemet en Frans, daou-ugent hospital gant pevar mil glanvour bennak enne.

Dal ma teue ar beorien d’e di, Yan a walc’he d’eze o zreid, o lake en o gweleou hag a louzaoue d’eze o gouliou. Goude-ze, ec’h ee en kêr, da gestal ar pez a vije red evit o gwiskan hag o bevan.

Ar garante an evoa evit e beorien a lake anezan da vezan ijinus. Eun devez, en kreiz ar leur-gêr, en em lakas da huchal muian m’halle :

« Gret vad d’ac’h hoc’h-unan, ôtrone ! Gret vad d’ac’h hoc’h-unan ! »

An holl a gomprenas e brezegen hag a roas d’ezan gant largente.

E garante evit e beorien a ’n em ziskouezas, dreist-oll, pa grogas an tân-gwall en e hospital. Yan a ’n em dôlas en ti, a redas eus an eil kambr d’eben, a zougas ar glanvourien er-mêz, an eil goude egile ; a stlapas an arrebeuri dre ar prenestr. En eun tol, ar moged hag an tan a ra an dro d’ezan : grêt eo gantan. Dre gêr e red ar vrud eo devet, mes eur pennad goude, e weler an den santel o tont eus a greiz an tan bras. E valven hepken a oa rostet, en testeni eus ar burzud grêt en e genver gant an Otrou Doue.

Ar vad a rê da gorfou ha da eneou e glanvourien ne re ket kalz a blijadur da Zatan, a glaskas alïes e douelli, e spontan hag e wapât. Eur wech, dindan furm eur paour, e c’houlennas outan an aluzen : « Ya ! eme Yan, bezan az pezo, pa c’houlenni en han’ Doue. »

Neuze, an drouk-spered a darc’haoas gantan eun tol ken pounner, ma reas d’ezan mont a-drenv ; n’eus forz, trec’het e oa !