Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Meurz
187
santez franseza


Ober a rê tro an hospitaliou, o rei o mezur da gorfou ha da eneou an dud klanv a veze enne. Kastizan rê he c’horf o yun a voed, a gousked, hag o c’houzanv ar gourizou-reun hag ar skourjezou. Eur pred bemde a gemere. Ne rê netra hep goulenn kuzul ouz he c’hovezour, hag abalamour da ze, evit senti outan, a-wechou e vihannae he finijennou. Pa zonje ’barz Pasion Hon Zalver Jezuz-Krist, e veze ken glac’haret, ma venne mervel gant ar rann-galon. A-wechou ive, dreist-oll, goude ma veze bet o taoulinan ouz tol ar Zakramant, e chôme pennadou mat hep flach, en doare ebet, beuzet ma veze a-grenn he spered, epad an amzer-ze, en dudiou ar baradoz.

An droug-êl a glaskas, en meur a c’hiz, ober d’ezi diskenn eus skeul ar zantelez ; mes Franseza a deue a benn, bep tol, da rei lamm d’hec’h enebour, gant skoazel hec’h êle mat, a wele alïes en he c’hichen.

Eun devez, e oa ganti eur c’houlaouen venniget, Satan he c’hemeras, he stlapas d’an douar hag he bruzunas.

— Perak, emezi, e ret kement-se ?

— Abalamour, emezan, bennoziou an Iliz a zisplij d’in meurbed !

Parean rê ar re glanv. Lakat a reas ar vue da zizrei en eur c’hrouadur a oa maro hep badeziant. Anaout a rê meur a dra eus an amzer da zont, ha lenn a rê er c’halonou an treo kuzet.

Erfin, gonezet he c’hurunen ganti en nenv, ha brudet he zantelez etouez an dud, e pignas da varadoz an Otrou Doue, pa oa o ren he c’houec’hvet blavez ha hanter-kant.

Ar pab Pol V a lakas he hano war roll ar zent.

————


KENTEL


An drouk-êle


Darn eus an êle a gouezas, ha Doue a gastizas o fec’hed, o stlepel aneze en tenvalijen an ifern, elec’h m’int stag, evel a lavar sant Jud [1], gant chadennou hag a bado da viken.

Pardon ebet n’o deus da gaout, abalamour m’o deus faziet, hep kaout digare ebet d’hen ober, pa ne oa netra endro d’eze ouz o dougen d’an droug. Kas o deus ouz Doue hag ouz an dud, a zo laket, en eur c’hiz, uheloc’h evite, dre ma teurvezas gant Jezuz-Krist en em ober den.

Ne glaskont nemet eun dra : kreski, dre ar bed, niver ar pec’hejou. « Bezan hon deus da stourm, eme sant Pol [2], n’eo ket, hepken, ouz enebourien grêt eveldomp, gant kig hag eskern, mes ouz mistri an denvalijen, ouz ar sperejou fallakr. »

  1. Vet p. 6et k. eus e lizer.
  2. Eph. VIet p. 12et k.