Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Meurz
179
santez perpetua ha santez felisite

tua, a stlapas anezi en êr hag a loskas anezi da gouezan war lein he c’hein. En he lamm, he zaë a rogas hag he bleo a dispakas. Ar verzerez a ra prim eur c’hempenn d’he fenn ha d’he dilhad, hag o welet Felisite tôlet d’an douar gant an aneval kounnaret, ha brevet he c’horf, ec’h a d’he c’haout hag e ro d’ezi an dorn da zevel en he zav. Evit lakat plijadur ar bobl da badout pelloc’h, e oe grêt neuze d’ar verzerien en em denn a-goste, eur pennad. An ehan ne badas ket pell. Arôk mont war an dachen, evit ar wech divezan, ar pemp merzer a ’n em vriatas, hag ec’h ejont seder da ginnig o goug da zir ar c’hleze. Saturus a oe dibennet da gentan. Ar bourreo, o ’n em gavet gant Perpetua, a grene kement, ma oe red d’ar verzerez kalonek kregi en e zorn hag en e gleze.

Pi X a c’hourc’hemennas ober bep bla, d’ar 6 a viz meurz, gouel santez Perpetua ha santez Felisite, dre an Iliz a-bez.

————


KENTEL


C’houi vezo ma zestou !


Jezuz-Krist a zo bet war an douar-man, hag an eus klasket testou da anzav anezan ha da c’houzanv evitan.

I. — Testou Jezuz-Krist eo an dud o deus eur fe grenv, eur fe ha n’hell ket avel an ifern, kaer an eus c’houezan, dont a benn anezi ; eur fe hag a ya he gwriziou, a-dreuz ar spered, betek goueled ar galon.

Perpetua ha Felisite o devoa ar fe-ze : « Kristenez on, eme Berpetua, ha n’on ket evit dougen eun hano-all ! »

II. — Testou Jezuz-Krist eo an dud a zo distag a-grenn diouz an holl, diouz an dud ha diouz an treo, hag a loska kement o deus, kentoc’h evit kouezan er pec’hed marvel. Perpetua ha Felisite a droas kein da levenez ar vue ha d’o bugaligou neve c’hanet, kentoc’h evit trei kein da Jezuz-Krist, n’o devoa, koulskoude, anaoudegez-all ebet anezan nemet hini ar fe.

III. — Testou Jezuz-Krist eo an dud a gar anezan, muioc’h evit en em garont o-unan. Brasan merk a garante a c’haller rei d’unan bennak eo mervel evitan. Ar merk-ze, Perpetua ha Felisite o deus roët anezan da Jezuz-Krist, o vale d’ar maro, dre garante evitan, p’oa ken êz-all d’eze miret o bue, ha pa welent an ezom a oa aneze war an douar.

Evel ar verzerien, bezomp testou Jezuz-Krist war an douar-man ; krenv en hon fe, distag diouz an treo a dremen, stag ouz ar re a chom. Ma c’houzanvomp evit Jezuz-Krist, hen a vezo ennomp o c’houzanv ganimp.

Ma nac’homp Jezuz-Krist dirak an dud, Jezuz-Krist hon nac’ho dirak e Dad ; mac’h anzavomp Jezuz-Krist dirak an dud, Jezuz-Krist hon anzavo dirak e Dad.