Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
7 Meurz
sant thomas

Sant Thomas
Sant Thomas
Seizvet devez a viz Meurz


SANT THOMAS
Doktor eus an Iliz ha Patron an holl skoliou kristen (1226-1274)



Thomas Akin, enor ar bed kristen ha sklerijen an Iliz, a oa kar, dre e dud, da holl rouaned an Europ, kouls lavaret.

Genel a reas en Rocca-Secca, en rouantelez Napl. Da bemp bla, e oe laket etre daouarn menec’h Mene-Kasin, da zevel. Da dek vla, e oe kaset da skol-veur Napl ; da c’houezek vla, e kemeras saë menec’h Urz sant Dominik, hag o c’houzout e teue e vamm d’ober d’ezan dilezel e vennad, ec’h eas en he rôk da Rom, hag ac’hane da Bariz. Mes daou eus e vreudeur a redas war e lerc’h hag a zigasas anezan d’ar gêr. E vamm a reas neuze ar pez ma c’hallas warnan, evit dont a benn, dre gaer pe dre heg, d’ober d’ezan diwiskan an dilhad manac’h a oa gantan. Mes ar pôtr ne blege ket. « Penôs, ma mamm, emezan, daoust ha war digare ma karin muioc’h an Otrou Doue, e karin nebeutoc’h ac’hanoc’h ? »

E vreudeur, evit ober d’ezan senti, a zerras anezan en kambr ven tour ar maner, hag eun devez, zoken, e lakejont eur plac’h fall da vont d’e douelli. Thomas a reas d’ar pez divergont-se bale buhan diwar e dro, o redek war he lerc’h gant eur c’hef-tan. Dal ma oa et e-kuit, e kouezas war bennou e zaoulin hag e adneveas al le an evoa grêt, diagent, d’en em rei da Zoue, korf hag ene.

Epad ar beden-ze, êle an nenv a deuas en e brizon da lakat endro d’e ziou-c’hroazel gouriz ar c’hlanded, hag adalek neuze, n’en devoe mui