ebet ac’hanomp ne gredo en em ziskouez ken, ma vez kondaonet. »
Perpetua ne blegas ket. Daoust pegen skrijus oa ar poaniou a oa ouz he gedal, daoust pegement e kare he zad, daoust pegement e kare he bugel bihan, e kavas gwelloc’h senti ouz mouez an Otrou Doue evit ouz mouez ar gwad.
Hogen, en deiou-ze, Hilarion, gouarner Karthaj, a reas digas ar gristenien dirak e lezvarn. O vezan mac’h anzavent Jezuz-Krist, e oent kondaonet da vont d’an emgann ouz al loened goue, da genver de ar bla ginivelez Jeta, mab an impalaer Septim-Sever.
Da c’hortoz, e oe grêt d’eze dizrei d’ar prizon. Sekundulus a varvas en deiou-ze, ha Felisite a oe ankeniet bras. Eur c’hrouadur a zouge, eiz miz a oa, ha dre ma tostae de ar verzerenti, e kroge aon enni n’hellje ket bezan laket d’ar maro gant ar re-all, rak al lezen a zifenne merzerian ar gwrage dougerezed. Ar gristenien-all a oa poaniet ive o lezel anezi war o lerc’h. Tri devez eta arôk an emgann, en em gavas gwasket, ha ’vel ma klemme, unan eus ar c’hedourien a lavare :
— Ma n’out ket goest breman da c’houzanv ar boan-ze, petra ri ’ta, en deiou a zeu, pa vezi tôlet d’al loened, nac’herez an doueou mac’h out ?
— Hirie, eme ar verzerez, e c’houzanvan ma unan ma foaniou ; mes neuze e vezo eun all ennon, a c’houzanvo evidon, abalamour ma c’houzanvin ma-unan evitan.
Felisite a lakas eur verc’h vihan er bed. Eur gristenez vat a ’n em ginnigas da zevel ar c’hrouadur.
An de bras a baras erfin. Ar verzerien a oa skedus o vale da dachen an emgann. C’hoant a oe da wiskan d’eze dilliad beleien ha belegezed an doueou.
« Nan, emeze, biken ! » Hag e pignjont war an dachen, sonn o fenn, dirak ar bobl bodet tro-war-dro.
Perpetua a gane. Revokatus, Saturninus ha Saturus, o tremen dirak kador ar gouarner Hilarion, a lavaras : « Barn a rez ac’hanomp, mes Doue az parno ! »
Ar bobl kounnaret a c’houlennas ma vijent skourjezet, hag al loened a oe distaget warneze. Revokatus ha Saturninus a oe dispennet gant eun ours, Saturus gant eul leopard. Perpetua ha Felisite a oe loskaet warneze eur vioc’h penn-follet.
Da gentan e oent diwisket ha laket en eur roued. Re iskis, koulskoude, e oe kavet ar gwel-ze, hag e oe roët d’eze o dilhad. Ar vioc’h a zailhas, da gentan, war Berpe-