Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/166

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
1 Meurz
sant albin

En daouzekved kantved, e koue ar c’hiz da gommunian an dud fidel dindan doareou ar gwin : aon a veze da skuilh ar goad presius. Dam ive a gave rukunus evan en eur c’halur war-lerc’h eun all ; koustus oa evit an ilizou pourchas kement a win oferen evel ma renked ober. Ar c’hiz da rei gwin binniget a yeas en traou, nebeut awalc’h goude-ze, nemet en Goueled-Leon, hag en eur barouzig bennak eus Bro-Gerne, elec’h m’eo miret bepred evit an eureujou.

An dud o deve an enor da rannan an treo binniget-se, d’ar zuliou ha d’an eureujou, a dle ober gant respet ar pez a zo en o c’harg : labour an dud a ôter a reont ; kaout a dleont santelez an dud a ôter.

Ar re a roer d’eze an treo binniget, arôk o reseo, a dle kas tri biz kentan o dorn deo d’o genou, en zonj eus ar pok a roe gwechall, d’an Agnus Dei, ar beleg d’ar gristenien, hag ar gristenien an eil d’egile, hag a verke ar garante a dlee bezan etre diskibien Jezuz-Krist, arôk mont da azezan ouz tol e zakramant. Ober a dleont ive sin ar groaz arôk o dibri hag o evan.

Ar bara hag ar gwin binniget a zo grêt evit rei ar yec’hed da gorf ha da ene ar re o c’hemer gant fe ha gant doujanz.



Sant Jaoua


Eil devez a viz Meurz


SANT JAOUA
Eskob Bro-Leon



Jaoua a oa ginidik eus an Iverzon [1]. Ober a reas e studi gant sant Pol, en Breiz-Veur, ha diskenn a reas gantan en Breiz-Izel. Douaran rejont en bro Talmeze. Bezan e oa gante beleien ha menec’h. Er vro-ze, e oa neuze eur c’hoat bras ; sant Pol hag e ziskibien a zavas ennan pep-hini e beniti.

Jaoua an evoa savet e hini e-tal eur feuteun, dour-sklêr ar garreg o redek anezi. Gwasan oa, an eienen-ze he

  1. En galleg. Irlande, Hybernie, pe Erin.