Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 Meurz
167
sant jaoua

devoa eur perc’hen-all, eur c’hôle goue, hanvet amboubal er skridou koz, hag al loen-ze ne oa ket jalet da rannan gant den e beadra. Peniti Jaoua a lakas anezan da benn-foli. Epad ma oa êt ar manac’h da bedi gant e vreudeur, hen, gant e gerniel, a ziskaras mogeriou mouded e amezeg, hag a zismantras e doen brankou. Ar manac’h, en dizro, a adsavas e di ; an amboubal, kounnaret gwasoc’h gwaz, hen diskaras eun eil gwech.

Daou Vreton ’oant o daou, pennou kalet eta ; hini ebet aneze ne c’houlenne plegan.

Peder gwech oa bet savet ar peniti, ha peder gwech oa bet freuzet. Jaoua, skuiz, a reas e glemmou da zant Pol.

— Ro d’in da lochen, eme heman, ha kemer ma hini.

Diouz an abarde, an amboubal, pa welas an den santel war bennou e zaoulin dirak al lochen, a c’hourvezas mezek e-harz e dreid. Pol a reas sin ar groaz warnan : tec’hel a reas en dônder ar c’hoat, hag abaoue, ne oe gwelet doare ebet d’ezan ken.

Goude bezan tremenet eur pennad er vro-ze, a hanver abaoue Lambol-Witalmeze, Jaoua, da heul e vestr hag e genvreudeur, a dreuzas an Aber-Benniget hag an Aber-Wrac’h hag a zigouezas en Kastel.

Eno, sant Pol a oe grêt eskob Leon, ha Jaoua a roas an dorn d’ezan da astenn dre ar vro rouantelez Jezuz-Krist. Hanvet e oe da abad en manati Ak, ha goude-ze, en manati Baz.

Evel m’oa bet mat ha karantezus evel Jezuz-Krist, etouez an dud m’oa bet o kelenn, e oe habask hag izel a galon etouez ar venec’h, e vreudeur, an evoa da ren.

Sant Pol, deut da vezan dinerz, a c’hoantaas rei an dilez eus e garg, hag a zibabas Jaoua da bignal en e gador. Mes a vec’h ma oa bla abaoue ma oa azezet warni, ma nijas da gemer e ziskuiz en baradoz an Otrou Doue, o lezel, en kreiz ar c’hanv hag ar gouelvan, sant Pol a gare anezan evel e vab, hag ar bobl m’oa bet evitan, abaoue e yaouankiz, eur skouer da welet hag eun dudi da glevet.

Korf sant Jaoua a oe sebeliet en Plouvian, ha divezatoc’h, e oe savet eur chapel war e ve.