Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Meurz
165
sant albin


D’an eil, diwar-benn ar veleien a skouer fall, a dlee bezan torret diouz an oferen, ha serret en eur manati bennak, ma ne blegent ket goude ar gentel-ze.

D’an trede, diwar-benn an dimeziou etre kerent-nez, hag a oa nul, hag ar gerent a yee evelse, an eil gant egile, a dlee bezan eskummunuget.

Ar roue Childeber a roas harp d’an eskibien, evit lakat miret ar gourc’hemennou-ze dre ar vro. Albin, eus e du, n’eus fors pegement a drouz a vije gret d’ezan, a chome start en e lezen.

Bezan ’oa eur wech, en e eskopti, eun ôtrou bras a oa dimezet gant unan eus e gerent-nez hag a oa eta kouezet dindan an eskummunugen. Eskibien a oe hag a reas kement war Albin, ma lakjont anezan da absolvi an den-ze ha da gas d’ezan ar bara binniget, da ziskouez e oa savet, a neve, en renk ar gristenien.

Koulskoude e lavaras d’e genvreudeur : « Holl oc’h eneb d’in, ha senti ran ouzoc’h ! Mes ma n’eo ket dleet sevel an eskummunugen diwar ar pec’her-ze, Doue a c’hall c’hoaz hen miret ! »

Ha Doue hen miras, rak ar paourkez dijentil a varvas en eun tol, arôk ma oa ’n em gavet gantan kannad ar zant.

Albin a deuas keun d’ezan neuze da vezan bet re losk, hag a yeas da Arl da gaout sant Sezer, da c’houlenn digantan petra d’ober evit repari e vank.

Pa zizroas, skuizder an hent hag ar gozni a gasas anezan d’ar be. Wardro pevar-ugent vla a c’helle bezan, hag abaoue eur bla warn-ugent e oa en penn eskopti Angers.

————


KENTEL


Ar bara hag ar gwin binniget


Epad tri c’hantved kentan au Iliz, ar gristenien a gommunie bemde dindan doareou ar bara hag ar gwin. Ar vugale, koulskoude ne vezent kommuniet nemet dindan doareou ar gwin, hag ar re vras ha n’hellent ket dont d’an oferen, ne vije kaset ar gommunion d’eze, d’ar gêr, nemet dindan doareou ar bara.

Er pevare kantved e teuer ha ne dostaer ket ken alies ouz an dôl zantel. Neuze eo e teu ar c’hiz da rei bara ha gwin binniget d’ar re n’o deve ket bet an eurvat da c’hellout kommunian.

Evel ma ranne ar gommunion, an oferenner eo a ranne ive an treo binniget-se etre ar gristenien, hag ar re-man, ouz o reseo, a boke d’e zorn hag a rê sin ar groaz arôk o dibri hag o evan.

Eun nebeut eskibien bodet en Naoned, er bla 638, a lavare : « An dud fidel, pa ’z eont da zibri ar bara binniget, a dle kemer ive peb a vanne gwin binniget. »