Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
1 Meurz
sant albin


Kentan devez a viz Meurz

Sant Albin


SANT ALBIN
Eskob Angers (470-549)



Albin a c’hanas en eskopti Gwened, er bla 470, en parouz Langidik, a dud kristen ha pinvidik bras. Daoust ma ne oant ket gwall laouen o welet anezan oc’h ober ar pez a rê, en em dennas, en e yaouankiz, en manati Cincillac, e kichen an Naoned. Eno, en em westlas d’an Otrou Doue, hag e talvezas abred da skouer d’an holl.

Da bemp bla ha tregont, e oe hanvet da abad, ha dindan e renadurez, pep tra a yeas war wellât. Striz evitan e-unan, mat evit e vreudeur, e reas d’eze kerzet, primoc’h evit biskoaz, war hent ar zantelez.

Pemp bla warn-ugent oa e oa en penn e vanati, pa oe hanvet da eskob Angers, gant beleien ha kristenien ar gêr-ze. En em rei a reas holl d’e bobl. Mat oa da welet ar paour, ar c’hlanvour, ar reuzeudik.

Pa veze ezom da zifenn gwiriou an Iliz, nag ar pedennou, nag ar gourdrouzou n’hallent ober d’ezan souzan, hag abalamour da ze, lies a wech e lakas kasoni meur a hini d’en em ziskouez.

En e amzer, eskibien Bro-C’hall a ’n em vodas, war e ali, en Orleans. En em glevet a rejont eno, da gentan, diwar-benn ar Judevien, evit ober d’eze chom en o zier, adalek ar Yaou-Gamblid betek al Lun-Fask, abalamour ma tôlent dismeganz, dre o c’homzou hag o oberou, war goueliou Pask.