Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 C’houevrer
135
sant gwerok


Goude bezan hadet komzou Doue a bep tu, brevet e gorf gant e labouriou tenn hag e binijennou garo, gonezet gantan e gurunen, e varvas en karante ar C’hrist, en Landerne, war-dro hanter ar c’houec’hvet kantved.

E ziskibien, gant ôtre eskob Leon, a zebelias gant doujanz e gorf en Lokirek, el lec’h m’eo karet ha pedet c’hoaz e hano binniget.

War a lavar ar re goz, sant Gwerok a gavas eun devez, en Kastel, da genver unan eus goueliou ar Werc’hez, eur gemenerez o vriat war dreujou he dor. Gourdrouz a reas anezi, ha hi ha respont kerkent d’ezan n’he devoa micher-all ebet da c’honid he bara, hag e renke dibri d’an deiou gouel koulz ha d’an deiou labour. Dal ma oe kouezet ar gomz-ze eus he genou, e teuas notet hec’h izili, ha ne oe ket evit finval, hiviziken, nag he divrec’h nag he zreid.

Anzao a reas neuze he fec’hed.

Yun ha pedi a reas epad eiz de dustu ; goulenn a reas gant sant Gwerok dont d’he gwelet. Heman, o welet he glac’har, a bareas anezi gant sin ar groaz.

Evit diskouez hec’h anaoudegez vat, ar gemenerez a roas he zi d’ar zant, a reas anezan eur chapel d’ar Werc’hez, a oe lezhanvet chapel Itron-Varia-Kreisker.

Yan Montfort, duk Breiz, (1345-1399) a reas sevel eur chapel neve el lec’h-ze, ha warnezi eman kaeran tour dantelezet a zo er bed holl.

————


KENTEL


Labour zul, labour a gul


Red eo dibri bemde evit chom beo, mes n’eo ket red bezan bemde stag ouz al labour, a drugare Doue, evit kaout bara da zibri. N’eus den ebet, ha goude labourât c’houec’h devez, ne c’honefe ket a vara evit seiz.

Hag ahendall, al labour zul, elec’h pinvidikât an den, e baourât ne ra ken. Ar c’horf n’eo na dir nag houarn ; ezom an eus da baouez, beb an amzer, ha goude diskuizan, ec’h a kalz gwelloc’h en-dro. N’eo ket an neb a zo aketusan war e labour eo a labour ar muian. Diskuiz ar zul a zo grêt evit brasan mad ar c’horf.

Mes an den, n’eo ket eur c’horf hepken a zo anezan. An den a zo kalon, an den a zo spered, an den a zo ene : kalon, spered hag ene an den o deus ezom eus ar zul.

Daoust hag eur vue eo bezan daoubleget bemde war an ero, hep gallout diskuizan gwech ebet, da zonjal, da garet ha da zevel an daoulagad trezek an nenv ?

D’ar zul, dreist-oll, eo e vev an den e vue den. D’ar zul, dreist-oll, eo e vev an den e vue gristen ; d’ar zul eo e weler ar gerent ; d’ar zul eo e lenner hag e kemerer el levriou magadurez ar spered ; d’ar