zul eo e taouliner war beziou ar re varo, e-tal an ôter vras hag e-tal an dôl zakr ; d’ar zul, pa ve peurc’hrêt an dever en kenver Doue,
Eo en em roêr d’ar c’hoariou
A reas, en hon rôk, hon zadou.
Karomp ar zul ! Ar broiou ma virer enne ar gwellan ar zul eo ar broiou pinvidikan. Daou hent a zo da vont da baour, a lavare person Ars : laerez ha labourât d’ar zul. Hen gwelet a rer sklêr awalc’h.
Labour an den n’eo netra en kichen labour Doue. Kaer ho pezo hadan, ma ne lak ket Doue an had da zevel, n’ho pezo netra.
Ya ! sonjet, ma breudeur, red eo bennoz Doue
Warnomp, war hon loened, war hon mêziou ive
Bep sul, gant devosion, deomp ’ta d’an Iliz,
Hag hon bezo heol skedus, glao pinvidik ha gliz.
eruzalem oa kêr-benn ar Judevien ; enni eo e oe barnet Mab Doue ; e harz he mogeriou e varvas war ar groaz. Pa bignas Jezuz-Krist en nenv, ha pa rannas an Ebestel ar bed holl etreze, sant Jakez a chomas er Jude, hag a oe kentan eskob Jeruzalem. D’e varo, er bla 62, Simeon, mab Kleophas ha kenderv Hon Zalver, a gemeras e garg hag a viras anezi epad pemp bla ha daou-ugent. En e amzer eo e c’hoarvezas dismantr spontus kêr Jeruzalem.
Da Zul-Bleuniou, dre ma tostae ouz kêr, e kreiz an enoriou hag ar meuleudiou, Jezuz a zelle truezus outi hag a ouelas dourek warnezi.
« Jeruzalem, Jeruzalem, emezan, te hag a laz ar brofeted hag ar re a zo kaset davedout, na ped gwech am eus me bet c’hoant da vodan da vugale endro d’in, evel ma vod al lapous e evnedigou dindan e zioueskel, ha n’eo ket bet falvezet ganit ! [1]
» Dont a raio warnout eun amzer, ha da enebourien a gelc’hio hag a wasko ac’hanout a bep tu ; lakat a refont ac’hanout da gouezan ’n ez poull ; diskar a refont da vugale, ha ne lôskfont ket ennout men war ven, o vezan ne teus ket anavezet an hini a deuas d’az kwelet. »
- ↑ Sant Vaze, XXIIIet pennad, 37et koublad.