Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
17 C’houevrer
sant gwerok


Seitekvet devez a viz C’houevrer


SANT GWEROK PE GIREK
Abad (VIet kantved)
Sant Girek
Sant Girek


Gwerok a deuas en Breiz-Izel war-lerc’h sant Tual hag a zavas eur manati hag eun iliz en beg gourenezen Landreger, el lec’h a hanver breman c’hoaz eus e hano, Lokirek.

Eleiz a dud a zirede di d’e gaout, hag hen, o vezan ne gare nemet ar vue didrous, a deuas kement-se buhan d’e skuizan. Mont a reas eta da Vro-Leon, hag eno ec’h eas pellan m’hallas, er c’hoat donan, a c’holoe, en amzer goz, ar vro zo breman dindan Plouvian, Plabenneg ha Plouzeniel.

Chom a reas en eun draouien denval ha goue, el lec’h a hanver breman Traou Gwerok, hag eno, gant barrou, e savas eun tammik peniti hag eun ti-bedi en kichen.

E zonj a oa tremen eno, sioulik, ar rest eus e vue, o ’n em rei, beb eil, gwalc’h e galon, d’ar beden ha d’ar binijen. Mes ar vrud anezan a dec’has, kaer an evoe en em guzet, rak n’eo ket mat e chomfe goloet ar golo a zo barrek da dôl sklerijen gaer.

Sant Pol a deuas betek d’ezan hag hen pedas da vont d’e heul, da rei dorn d’ezan da astenn, dre vro Leon, rouantelez Jezuz-Krist. Gwerok, da gentan, ne oe ket nemeur en pennad da ze. Pol a reas d’ezan neuze ar gourc’hemen mont gantan, ha gant aon da zizenti ouz Doue, an abad santel a heuilhas e eskob kerkent.