aymond a oa ginidik eus ar C’hatalogn hag a deuas er bed en kastel Pennafort, demdost da Varselon. E dud a oa pinvidik hag a ouen rouaned Aragon. Yaouankik-flamm ’ oa c’hoaz hag e weled ennan dija merkou anat eus e zantelez da zont. Da ugent vla, oa barrekan skolaer a oa en Barselon. Da dregont vla, ar c’hoant d’ober studiou brasoc’h a reas d’ezan mont da Vologn, da zeski lezennou an Iliz ha lezennou ar vro. En nebeut amzer, al lore a zoktor a gurune e benn, ma oe grêt d’ezan azezan en kador ar c’helenner kentan war lezennou an Iliz.
Eskob Barselon a oa êt ar vrud eus Raymond betek ennan. En eur zont eus a Rom, e reas eun tammik tro evit mont d’e welet, ha dre forz derc’hel warnezan, e teuas a benn d’e lakat da zizrei d’e vro. Hanvan a reas anezan neuze chaloni eus e iliz-veur, ha prest goude e reas anezan e vikel-vras.
Eur skouer a oe evit an holl, kenkouls evit ar veleien hag evit ar bobl. Poanial a reas kalz da lakat an devosion en kenver Mamm Doue da greski etouez an dud.
Da bemp bla ha daou-ugent, ar c’hoant da ren eur vue santeloc’h c’hoaz a reas d’ezan goulenn digemer etouez bugale sant Dominik, an evoa bet tro da anaout epad ma oa o kelenn en Bologn. Lakat a reas neuze e vertuziou da sklerijenni muioc’h c’hoaz evit pa oa er bed, ha dreist-oll, e garante en kenver an dud reuzeudik. Rei a reas skoazel da Ber Nolask, a veze gantan o kovez, da diazezan Urz Itron-Varia Drugare, savet evit diframman ar gristenien gez eus adre daouarn ar Vorianed. Hen eo a zavas ar reolen hag a c’houlennas ouz ar pab Gregor IX ôtre eviti ; hen e-unan a wiskas ar zaë-vanac’h da Ber, kentan jeneral an Urz neve (1223).
Ar pab Gregor IX, o vezan deut da glevet hano anezan, a falvezas gantan e gaout en e lez. Epad an amzer a dremenas en Rom, e testumas lizerou ha kemennadureziou ar pabed, gourc’hemennou ar c’honsilou, hag e renkas aneze